Angkor Wat pe Angkor Vat (Kmereg: Prasat Angkor Vat, Brezhoneg: Templ pennañ) a zo ur greizennad temploù Khmer brudet e Kambodia. Brasañ savadur relijiel ar bed ez eo. Da zigentañ e oa ur savadur Hindou ha goude-se gouestlet d'ar voudaegezh. Savet e oa bet gant ar roue Suryavarman II (1113-1150) hag echuet gant ar roue Jayavarman VII (1181-1218), an hini a lakaas sevel templ ar Bayon er greizennad
Ar greizennad Angkor Wat en em astenn war 400 kilometr karrez. An tour uhelañ a gaver eno a dap 65 metr uhelder
Rummad: Boudaegezh Rummad: Temploù Angkor Rummad: Temploù Boudist Rummad: Istor Kambodia Rummad: Proviñs Siem Reap