An Ardenne zo anv menezioù izel koadek e reter Belgia, e Luksembourg, hag en hanternoz Bro-C'hall.
Dont a ra eus al latin Arduenna, a c'hallfe bezañ a orin keltiek, a oa anv ur c'hoad bras a c'holoe menezioù an Ardenne, anv meneget gant Kaezar ha Strabon. Hervez tud zo e talvezfe kement hag an hini du.
Hiziv e kaver an anv e meur a rannvro, naturel pe melestradurel, ken ez eo diaes ar gudenn da ziluziañ. N'eo ket ar re a glask preizhañ an anv a sklaerao an traoù.
Ar vro istorel-se zo enni rannvroioù en-dro d'ar menezioù: ar Fagne, ar Fagne-Famenne, ar Famenne, an Hautes Fagnes, an Eiffel, an Oesling, ar Calestienne, un darn eus ar c'h-Condroz.