Babilon

Babilon a zo anv ur gêr eus an Henamzer, war-dro 200 kilometrad er gevred da v-Bagdad, er vro anvet Irak hiziv, e-kichen kêr vodern Hilla. Implijet e vez an anv « Babilon » a-wezhioù evit komz eus hollad impalaeriezh Babilon. Babilonia a vez gret anezhi ivez daoust ma c'hall talvout kement ha bro Babilon.

Emañ etre an Tigris hag an Eufratez, etre menezioù Azia-Vihanañ hag Iran, etre dezerzh Arabia ha dezerzh Siria. D’ar mare-se e oa un douar frouezhus, pinvidik, ha n'eo ket ul lec'h sec'h evel hiziv. Eus -2000 da -1600 e voe savet an Impalaeriezh kentañ. Diskaret e oa bet gant an alouberien eus ar c’hornôg hag eus ar reter. Kalz amzer war-lerc'h ec'h adkavas Babiloniz o lañs. Diorren a reas eil impalaeriezh Babilon eus -612 da -539.

Gerdarzh

Anv ar gêr a zeu marteze eus ar raksumereg Babulu, bet displeget e etimologiezh gant Akkadiz dre bab-ili(m), « Dor an Doue », ha deuet goude da vezañ bab-ilāni « Dor an doueed ». Troet eo bet ar ger-se e sumereg e KA.DINGIR.RA. Ar C'hresianed o deus graet Babylon eus anv ar gêr-se en Akkadeg, hag adimplijet eo bet gant Europiz da c'houde.

Prantadoù istor Babilon

Babilon a oa meneget evit ar wezh kentañ en kent J.-K., gant an anv Babil, en ur skrid e skritur gennheñvel, da vare ren Char-kali-Charri, roue impalaeriezh Akkad a rene war ar gêr. Ar c'hoshañ roudoù annez el lec'h-mañ zo bloaziadet eus an Neolitik, ha liveoù eus koulz Obeid hag eus Uruk zo bet anavezet.

Ur greizenn velestradurel a eil renk eus impalaeriezh Ur III e oa. N'he deus ket ar gêr kement a lufr hag he amezegezed er Su, evel Nippur. Ne zeuas da vezañ ur greizenn bolitikel a-bouez nemet goude diazezidigezh un dierniezh amorrit e deroù an milved.

Babilon dindan tierniezh an Amorrited

Diazezet e oa tiegezh amorrit Babilon war-dro 1894 kent J.-K. gant Sumu-abum (1894–1881 kent J.-K.). E warlec'hiad Sumu-la-El (1880–1845 kent J.-K.) eo diazezer gwirion rouantelezh Babilon, a zeuas da vezañ brasoc'h e-pad e ren. Brasaet e oa e rouantelezh gant e warlerc'hidi c'hoazh, ha dindan Sîn-Muballit (1812–1793 kent J.-K.) e teuas Babilon da gaout nerzh a-walc'h da gevezañ ouzh ar rouantelezhioù bras amorrit amezek evel Larsa, Eshnounna, Isin hag Uruk. E vab Hammurabi (1793 – 1750 kent J.-K.) a ouias c'hoari e roll gant finesa e darempredoù etrebroadel e amzer hag ar c'hentañ tierniezh babilonat-se ne zeuas da vezañ galloudusoc'h nemet adalek e ren. Goude ur c'hentañ lodenn ren na oa ket bet gwall frouezhus e teuas a-benn da drec'hiñ ar rouantelezhioù amezek : Larsa, Eshnunna, ha goude se Mari. Achap a ra ivez da aotrouniezh Bro-Elam. Babilon a zeuas neuze da vezañ an nerzh politikel brasañ e Mezopotamia. D'ar c'houlz-se e teuas ar gêr da vezañ ur greizenn relijius ha sevenadurel a-bouez bras.

War-lec’h diskar tierniezh Sargon, keodedoù Mezopotamia a oa ar re binvidikañ a yeas d’an traoñ. Ar baourentez hag an dizurzh a rene. En XIXvet kantved kent J.-K. e unanas Hammourabi, ur semit, ar c'heodedoù en un impalaeriezh. Dibab a reas Babilon e-giz kêr-benn. Unan eus an impalaeriezhioù galloudusañ eus an Henamzer eo bet... Ar roue a savas leun a savadurioù (ar Ziggourat kentañ) hag a zegasas pinvidigezhioù e Babilon. E oberenn bennañ a zo bet sevel ur c’hod a 282 mellad evit sklaeraat al lezennoù, ar reolennoù kenwerzh hag ar reolennoù sokial evit e sujidi. Er c’hod e oa ivez lezenn strizh an talion.

Naboukadnesar eo ar roue brudetañ ha pouezusañ eus an eil impalaeriezh, adsavet en deus an impalaeriezh kozh.

Ren Naboukadnesar (605 - 562 kent J.-K.)

Nabopolassar a oa gouarnour kêr Babilon. E-tro ar bloavezh 612 kent Jezus-Krist e savas ar gouarnour e vouezh a-enep d’an Assirianed ha d’o arme, distabilaet e voe an enebourien gant an taol-se hag e teuas Nabopolassar da vezañ roue war Babilon goude bezañ adsavet ar rouantelezh. Pa varvas e 605 kent J.-K. e lezas d’e vab Naboukadnesar rouantelezh Babilon.

Sevel a reas ar roue nevez ur roll-labour evit heñchañ e ren, ar pal kentañ a oa adsevel impalaeriezh kozh Babilon e-keñver an dachenn hag ar galloud. Adaozañ hag adframmañ a reas an arme, ha kregiñ a reas buan da aloubiñ tachennoù an amezeien. Tal-ouzh-tal e voe gant an Egiptiz, e enebourien gozh, ha goude un nebeut mizioù en doa kemeret Siria a-bezh. War-lec’h an trec’h bras-se e tibabas aloubañ rouantelezh Juda e Palestina. E 597 kent J-K e penn un arme bras e tagas Judea. Sezizañ a rejont Jeruzalem ha toullbac’hañ a rejont ar roue Joachim. Kaset e voe ar roue, ar priñsed, ar brezelourien hag an holl dud gouest da labourat en harlu e Babilon.
Kevrediñ a reas an Hebreed gant an Egiptiz evit gounit o frankiz en-dro, met a-raok m'o dije bet amzer da aozañ ar stourm e oa aloubet Jeruzalem gant Naboukadnesar ha distrujet en doa pep tra, an Templ, ti ar roue, hag an holl savadurioù. Kaset e voe an Hebreed e sklaverezh da Vabilon e 587 kent J-K.
Kenderc’hel a reas gant e aloubadegoù, e Fenisia hag ul lodenn vras eus Arabia. War-lec’h tregont vloaz a vrezelioù e teuas a-benn d’e bal. Goude dek kantved a ziskar e oa adsavet Impalaeriezh gozh Babilon, d’ar mare-se e oa Naboukadnesar galloudusañ roue ar sav-heol.

Ur wech tizhet e bal e tibabas kenderc’hel e oberoù dre ar peoc’h, ar pezh a gendalc’has da ledañ e vrud. Pinvidigezhioù e-leizh a vodas e Babilon a oa ar gêr binvidikañ eus ar sav-heol. Temploù meurdezus a savas, savadurioù ramzel hag ur palez mojennel, delwennoù aour a oa evit kinklañ ar savadurioù-se. Holl vrudet eo bet kêr Babilon dre ar bed a drugarez d’e liorzhoù meurdezus, gant palmezennoù ha plant ral.

Labourat a reas da wellaat difenn kêr Babilon. Sevel a reas ur voger vras e kompezenn an Eufratez. A-raok ma vefe roue Naboukadnesar e oa dija div voger tro-dro da Vabilon. Ouzhpenn adaozañ an difennoù e savas un trede moger en dro d’ar gêr. Dre ma oa ar gêr etre div stêr e oa diaesoc’h da dagañ.

Ar skiantoù e Babilon

Pobl Babilon a oa tud, dezhe ur spered troet war-zu an efedusted, Ijinet o deus unanennoù da vuzuliañ hirderoù ar parkeier, pouez an traoù, ar prizioù. Implij a raent ur reizhiad niveriñ dre 60. Jediñ a raent gant « ur mekanik da jediñ » ha skrivet e veze gant ar skritur gennheñvel. Hir e oa o sistem jediñ-se.

Gouest e oant da jediñ gorread ar parkeier hag al lunioù diblaen. Padal e oa dister o anaoudegezh eus ar c'heometriezh. Evit jediñ gorread ar c’helc’hioù dreist-holl, ne oant ket deuet a-benn da vezañ resis a-walc’h. E plas implij an talvoud “pi π” a-vremañ, e implijent an talvoud “3” (doare dre vras).

Dre evezhiañ ar stered o deus krouet an deiziadur hon eus hiziv: rannañ ar bloaz a 12 miz, ar sizhun e 7 devezh, an devezh en eurvezhioù, minutoù, eilennoù. Ar steredoniourien gentañ int. Ar veleien a oa ar steredoniourien-se. Gouest e oant da c’houzout en a-raok peur e vefe fallaennoù-loar, jedet o doa hent al Loar hag an Heol ha deuet e oant a-benn da c’houzout deiziadoù ar goursavioù-heol hag ar c'hedezioù, dre-se e vezent lidet, enoret, selaouet gant ar bobl hag ar roueed. An dud a grede zoken e oa ar veleien a rene al Loar hag an Heol, ha soñjal a raent o doa galloudoù hud (evel komz d’an doueed, pareañ ar c’hleñvedoù pe divizout disoc’h ar brezelioù…). Ar steredoniezh a oa un doare da ren.
Ar blanedennoù a studient, a zegasas dezho o doueed. Yaou a veze azeulet dindan anv Ishtar, al Loar dindan anv Sin. Doue Babilon e oa Mardouk. Mojenn Gilgamech (an hanterzoue) a blije dezho kontañ.

C'hoant o doa da ijinañ un doare da ziouganañ an amzer da zont dre sellet ouzh an oabl, ar stered, al laboused o nijal, stumm un dresadenn graet gant un dakad laezh... Rannet eo bet an ekliptik (hent an heol en oabl an Douar) e 12 steredeg ha treset o doa kartennoù eus ar stered en oabl. Dre ma gredent e oa speredoù fall e pep lec'h, e lavarent e oa bet aloubet an dud klañv gant ar re-se.

Ar Vabiloniz o doa treset ur gartenn eus an Douar ha krediñ a raent e oa plad hag e stumm ur c’helc’h. An eeunennoù a ziskoueze ar sterioù, ar c’hrommennoù ar menezioù. Lec’hiet o doa Babilon e-kreiz ar gartenn. Ar rontoù bihan tro-war-dro a vefe ar broioù all tost d’ar Mezopotamia. En tu all d'ar mor o doa lakaet inizi evit pobladoù na anavezent ket mat.

Gant an holl c'houiziegezioù-se int deuet a-benn da sevel un deiziadur resis a-walc’h 30 kantved araozomp. Rannet o doa ar bloavezh e 360 devezh. Implijet e veze mizioù ouzhpenn, ur wech an amzer, evit adtapout an dale tapet e-keñver koulz ar bloaz.

Kêr Babilon da vare Naboukadnesar II

N'eo ket bet posupl furchal liveoù kozh Babilon war-bouez un nebeud tier paleo-babilonian. Bloaziadet eo ar pep brasañ eus al liveoù zo bet dizoloet eus ar prantad nevez-vabilonian (624-539) hag eus deroù prantad an Ac'haemenided (539-331). Ar stad-se eus ar gêr zo koulskoude evit ul lodenn vras hêrezh ar prantadoù koshoc'h, evel m'en diskouez an destenn lec'hiadurel TINTIR. Kalz labourioù a oa renet gant Nabopolassar ha Naboukadnesar II dreist-holl, a roas d'ar gêr he stumm.

Hent an trec'hlid

Naboukadnesar eo a lakas sevel an hent-se. Pavezet e oa war 22 metrad ledander gant bloc'hoù maen-raz, dezhe 1 metrad kostez. Dirazi e c’heller gwelet ur maen-sonn zo skrivet warni : « Me eo Naboukadnesar, roue Babilon, mab Natopolassar, roue Babilon. Savet em eus hent Babel evit lidkerzh an Doue Mardouk. Mardouk, Aotrou, roit ar vuhez hirbadus. »
An hent a oa sakr, met servij a rae ivez d’en em zifenn : a-bep tu dezhañ e oa mogerioù 7 m uhelder war 300 m hirder. An hini a valee war an hent a oa e-barzh ur seurt trepas bras e lec’h ma ne c'halled ket mont kuit, hag e reseve tagadennoù ar Babiloniz diwar-laez. Ar souezhusañ tra evidomp eo ne oa ket livet an hent-se e gris ar mein met glas evel ar mor. Kinklet e oa ar magorennoù gant delwennoù leoned bras, ur c’hant ugent bennak, livet evel ma vijent re wir.

Liorzhoù ar Rouanez

Nepell eus palez ar Roue, e oa dor sakr Ishtar, un nor bras-kenañ e oa gant tourioù tro-dro. An aozadur-se a oa livet e glas gant tresadennoù tirvi hag erevent melen ha gwenn, flamminus en heol. Pa dremene lidkerzh an Doue Mardouk dindan an nor (E-pad al lidkerzh veze douget delwenn an doue Mardouk hag hi kelc’hiet gant beleien ha war he lerc'h ar roue), ec’h errue e-barzh liorzhoù ar Rouanez, unan eus Seizh Marzh ar Bed : liorzhoù a-istribilh Babilon. Savennoù-douar a oa douget gant kolonennoù pri, ha tro-dro dezho e kreske plantoù ha gwez eus broioù all. War pep hini eus ar savennoù-douar e oa gwez-frouezh, louzeier ha bleunioù frondus. War an hini uhelañ a oa staliet ur reizhiad evit dourañ ar liorzhoù gant kanouc'helloù a dremene eus an eil d’egile. Hervez ar vojenn, en defe savet ar Roue ar liorzhoù-se evit e wreg kuit m'he defe keuz d'he bro.

Ar Ziggourat

Goude bezañ tremenet e kreiskêr ha dirak palezioù pinvidik mor, e tremened dirak templ Ninmak hag Ishtar ha war-lec’h ar marc’had, e errued en un templ, e lec’h ma veze losket an delwenn, hag e-kichen, un tour bras-kenañ, ar Ziggourat (Tour Babel e vefe deut da vezañ er Bibl). Tro-dro dezhi, e oa tier savet evit ar birc’hirined hag ar veleien, e stumm ur pevarzueg. An tour a lak da soñjal en ur biramidenn vras gant derezioù bras, dezhi 100 metr diaz hag uhelder. Ezhomm ez eus bet a 85 milion a vrikennoù (merket gant siell Babilon war o gorre) evit sevel anezhañ. E-lein ar Ziggourat edo santual Mardouk, alaouret ha glas, a c’helled gwelet a-bell. An daou skalier bras a-gostez a oa miret d’an dud feal, hag an hini pennañ (e-kreiz) evit ar beleg bras. Staliet e oa un triclinium gant un daol aour evit an Doue. Herodotos, istorour an Henamzer, en doa gweladennet al lec’h pa oa c’hoazh santel ha sakr. «  Lâret e vez e teu an Doue da weladenniñ e dempl hag e kousk amañ, met ar fedoù-se a seblant digredus din », a skrivas-eñ.

Liammoù diavaez

Listed in the following categories:
Post a comment
Tips & Hints
Arrange By:
Max Alaskari
10 November 2014
Babylon (/ˈbæbələn, -ˌlɒn Akkadian: Bābili(m)Sumerian logogram: KÁ.DINGIR.RAKI Hebrew: בָּבֶל, Bavel Ancient Greek: Βαβυλών Babylṓn; Old Persian: ???????????????????????? Bābiru; Arabic: بابل‎, Bābil)
Rabia Abay
20 June 2017
Very nice pure people, amazing history, good places..
يحيى الياسري
8 February 2017
من اقدم واعظم المعالم الاثرية في بلاد مابين النهرين ..
Mesut Güldoğan
26 November 2013
Dünyanın sekizinci harikası Babil bahçeleri burda
الغروب الأخير
5 September 2013
صباح الورود
Load more comments
foursquare.com

Hotels nearby

See all hotels See all
Wabel tubal

starting $67

Sigma House Al Jawhara

starting $80

Copthorne Al Jahra Hotel & Resort

starting $154

Sigma House - Al Dahiya

starting $53

Raoum Inn Arar

starting $48

Marina arar

starting $42

Recommended sights nearby

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Etemenanki

Etemenanki (Sumerian: Шаблон:Cuneiform Шаблон:Transl 'temple of

Add to wishlist
I've been here
Visited
Dor Ishtar

An Nor Ishtar a oa unan eus eizh dor Babilon, savet e 580 kt JK dre

Add to wishlist
I've been here
Visited
Liorzhoù a-istribilh Babilon

Liorzhoù a-istribilh Babilon (anvet ivez Liorzhoù a-istribilh S

Add to wishlist
I've been here
Visited
Borsippa

Borsippa (modern Birs Nimrud site, Iraq) was an important ancient city

Add to wishlist
I've been here
Visited
Imam Husayn Shrine

The Shrine of Husayn ibn ‘Alī (Arabic: مقام الامام الحسين‎) is

Add to wishlist
I've been here
Visited
Great Mosque of Kufa

The Great Mosque of Kufa, or Masjid al-Kūfa (Arabic: مسجد الكو

Add to wishlist
I've been here
Visited
Imam Ali Mosque

The Imām ‘Alī Holy Shrine (العربية. حرم الإمام علي), also known as

Add to wishlist
I've been here
Visited
Taq-i Kisra

The Tāq-i Kisrā (Persian طاق كسرى , meaning Iwan of Khosrau) is a Per

See all nearby places

Similar tourist attractions

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Machu Pikchu

Machu Pikchu ('Pikern Kozh' e ketchwaeg, distaget [ˈmɑtʃu ˈp

Add to wishlist
I've been here
Visited
Akropol Aten

Akropolis Aten eo an akropolis (pe akropol) brudetañ er bed.

Add to wishlist
I've been here
Visited
Old Town, Al-'Ula

The Old Town is an archaeological site near Al-'Ula, Medina Province,

Add to wishlist
I've been here
Visited
Persepolis

Persepolis (perseg: تخت جمشید [Takht-e Jamshid], « kador Jamshid&

Add to wishlist
I've been here
Visited
Temple of Poseidon, Sounion

The ancient Greek temple of Poseidon at Cape Sounion, built during

See all similar places