Ar strizh-mor etre ar Mor du ha Mor Marmara eo ar Bosfor (Boğaziçi e turkeg, Βόσπορος e gresianeg). Sellet a reer ouzh an hent-mor-se evel an harz etre Azia hag Europa. Pa z'eus ur rannvro durk war ribl Europa emañ ar strizh-mor dindan beli Turkia, nemet ez eus reolennoù etrebroadel o ren warnañ. War un 30 km bennak e ra kammdroennoù o skeiñ war ar Biz hag en deus etre 550 ha 3000 m a led.
Ur gerdarzh boutin evit e anv a ra dave d'ar vitologiezh
c'hresian pa vez displeget evel treizh ar vuoc'h (eus Βοῦς
[bous], buoc'h, ha πόρος, [poros], treizh). Hervez ar
vojenn henc'hresian e vage an doue Zeus karantez ouzh ur plac'h
anvet Io. Broudet gant ar warizi e kemmas Hera, gwreg Zeus, ar
plac'h en ur vuoc'h hag e kasas ur vouienn d'he flemmañ ken e
klaskas an aneval paour mont kuit en ul lammat dreist ar
strizh-mor.
Koulskoude eo tost "bous" d'ar verboù gresianek buō ha
buzō (hemañ tost d'an anv-lec'h Bizantion, Istanbul hiziv), ar
verboù evit "strizhañ" ken eo "treizh strizhet" an dalvoudegezh
wir.
Ha p'emañ ar Bosfor e Turkia, e dourioù a zo dourioù
etrebroadel, da lavaret eo dieub an treizh da bep bag pe lestr. Eus
seizh feur-emglev e teu ar reolennoù etrebroadel war an treizh, an
hini diwezhañ o vezañ Emglev Montreux e-keñver reolennoù
strizhoù-mor Turkia (1923). E-touez ar re stankañ er bed eo an
treizherezh, meur a lestr-eoul-maen bras o tegas eoul-maen broioù
ar Mor du. E 2003 e oa bet kontet 43 000 lestr o treizhañ, 8 000
anezho o endelc'her ur gargad arvarus (gaz pe eoul-maen).
E 2004 e kreskas an treizherezh da 53 000 lestr. Un hent-mor
dañjerus eo abalamour d'ar c'hasennoù kreñv, met n'eus tu da rediañ
ma yafe ul loman evit henchañ ar sturier. E 2004 e varvas 25
martolod diwar un tangwall goude ma yae d'en em stekiñ daou
lestr-eoul-maen.
War riblennoù ar Bosfor emañ lodenn Reter kêr Istanbul (bet
Kergustentin a-raok aloubidigezh an Durked e 1453), enni dreist 13
milion a annezidi. Bet eo bet kêr-benn Impalaeriezh Turkia a-raok
ma voe dibabet Ankara gant ar Vodadeg Vroadel Vras e 1922. Ul liamm
etre Europa hag Azia eo al lec'h-se a-hed an holl amzerioù.