Ar Chapel Sistina (latin: Sacellum Sixtinum; italianeg: Cappella Sistina) zo ur chapel e Keoded ar Vatikan. Dont a ra hec'h anv eus hini ar pab Sikstus IV, a roas gourc'hemenn d'he sevel.
Enni e vez bodet kardinaled an Iliz katolik roman er c'honklav a-benn dilennañ ur pab nevez.
Adal 1368 e kaver roud er skridoù eus ur chapel gozh anvet
Capella Magna e latin ("Chapel Veur") ma veze bodet lez ar
bibien.
Dilezet e voe ar Chapel Veur a-hed marevezh pabelezh Avinhon
(1309-1418). Dismantroù a oa anezhi pa zistroas ar pab da Roma
e 1455, setu e voe annezet ur chapel all anvet Capella Parva
ma veze "Heol ar Sakramant" war ziskouez.
Gant ar pab Sikstus IV e 1475 e voe gourc'hemennet ma vije
kempennet ar Chapel Veur.
Den ne oar piv e voe an disavourion a voe karget eus al
labour ; soñjal a reer e tibabjont adsevel ar chapel gozh
hervez mentoù azeuldi Salomon evel m'emaint er Bibl, an disoc'h o
vout un hirder a 40,92 m, ul ledander a 13,41 m hag un uhelder a
20,69 m.
Er bloavezh 1477 e krogas al labourioù, hag e 1477 e voe echuet
adsevel ar Chapel Veur.
Kreñvaet eo bet ar chapel diwar gourc'hemenn ar pab Sikstus IV, a-benn ma vije gouest da zelc'her penn ouzh enebourien ar babelezh hag ar gristeniezh : Republik Firenze hag an Durked da gentañ penn. N'eus dor ebet da vont enni dre an diavaez.
Goloet a vrikennoù eo ar savadur, hag ur volz vañsonet zo bet
savet evit erlec'hiañ ouzh an hini gozh a oa e prenn.
Div rann zo er chapel, ha daou live, daouzek prenestr o tegas
gouloù dre gostezioù an estaj uhelañ.
E 1481 ha 1482 e voe kinklet diabarzh ar chapel gant gwellañ arzourien ar mare, o tont eus Firenze, Perugia pe c'hoazh Siena ha Pisa.
D'ar 15 a viz Eost 1485 e voe kensakret ar chapel gant ar pab, hag adalek deroù ar XVIvet kantved e voe bodet ar gardinaled enni a-nevez..