Ar Chimborazo (distaget [tʃimboˈɾaso] e spagnoleg Ecuador) a zo ur menez-tan eus ar seurt anvet stratovolkan, en Andoù, en Amerika ar Su. Ur menez-tan kousket eo hag e zislonkadenn diwezhañ a oa c'hoarvezet e-tro ar bloaz 550 war a greder. Menez uhelañ Bro-Ecuador eo, gant e 6 268 m, ha dre m'emañ tost d'ar C'heheder, ha dre ma'z eo kofekoc'h an Douar dre eno, eo ar menez ar pellañ e veg diouzh kreiz an Douar, daoust ma n'eo ket an hini uhelañ a-us da live ar mor.