Efesos pe Efesios (Apasa (?) en hittiteg ; Ἔφεσος / Éphesos e gregach ; Ephesus e latin; Efes e turkeg) zo unan eus koshañ ha pouezusañ keodedoù hellazat Azia, hini gentañ Ionia, 7 km eus an aod, nepell diouzh aber ar stêr Káÿstros. Hiziv emañ e-kichen kêrioù turk Selçuk ha Kuşadası, e kornôg Turki.
Efesos a oa unan eus porzhioù buhezekañ an Henamzer e Mor Egea, hag oberiant e oa ivez en amzer Impalaeriezh Bizantion.