Enezenn ar mirdioù (alamaneg : Museumsinsel) e Berlin, a zo hanter (tu norzh) enezenn Spreeinsel, war ar stêr Spree (an hanter all, er su, a zo anvet Fischerinsel, enezenn ar pesketour). E karter Mitte emañ. Krouet eo bet e 1841, pa fellas d’ar roue Friedrich Wilhelm IV Prusia lakaat al lodenn-se eus an enezenn da vezañ gouestlet d’an arzoù ha d’ar skiantoù. Un diazezadur foran (en alamaneg : Stiftung Preußischer Kulturbesitz) e teuas da vezañ goude 1918.
E-touez ar mirdioù a gaver enni emañ ar re da heul :
Abaoe 1999 emañ an enezenn war roll glad ar bed (UNESCO).