An Etna (Mungibeddu pe 'a Muntagna e sikilianeg) a zo ur menez-tan bev en Enez-Sikilia, etre kêrioù Messina ha Catania. 3 300 m uhelder zo dezhañ, gant se eo an uhelañ menez-tan en Italia, uheloc'h eget ar Vesuvio. Unan eus ar re oberiantañ er bed eo ivez (tost da 100 dislonkadenn en XXvet kantved). Lakaet eo war roll glad bedel an Unesco abaoe 2013.
Hervez mojennoù Hellaz kozh e oa bet kraouiet an euzhvil Tifon gant Zeus e diabarzh ar menez, ma oa ivez govel an doue Hefaistos.