Étretat zo ur gumun e departamant ar Seine-Maritime, er rannvro Normandi, en Bro-C'hall.
Gwechall e oa ur gêriadennig pesketaerien, hiziv eo deuet da vout un hañvlec'h brudet abalamour d'e dornaod, d'an aod ha d'ar bili, en hanternoz d'an Havr-Nevez e Normandi er pays de Caux.
Livet int bet gant Claude Monet hag Eugène Boudin. Brudet eo al levr L'Aiguille creuse, gant Maurice Leblanc, a gont troioù Arsène Lupin eno. Gustave Flaubert a gare dont di da hañviñ, ha Maupassant en deus tremenet e vugaleaj eno.