Iliz ar C'hinivelezh

Iliz-rouanez ar C'hinivelezh pe bazilikenn ar C'hinivelezh (arabeg: كنيسة المهد) e Betleem zo unan eus an ilizioù koshañ a gaver er bed a-bezh. Enni emañ mougev ginivelezh Jezuz-Krist.

Istor

Ar c'hrav a oa un tachad kleuz er roc'h. An testeni koshañ diwar-benn al lec'h a zo eus war-dro 150. Er bloavezh 326 e krogas an impalaer Kustentin Veur ha santez Helena da sevel war ar vougev un iliz-rouanez (bazilikenn), hag al labour a voe kaset da benn er bloavezh 333. Ar peder renkennad a golonennoù gant an nev eus ar mare-se a zo c'hoazh en o sav.

An iliz-se a c'houzañvas kalz e 529 diwar goust ravolt ar Samaritaned hag e rankas an impalaer Justinian hec’h adsevel etre 531 ha 565. Sevel a reas tri amestez (adreñv-keur), unan en daou benn d'ar groazell hag egile e penn ar c'heur ; adimplij a reas ar c'holonennoù en ur lakaat anezho war ur vogerig, hag e rankas uhellaat al leurenn, ar pezh a guzhas marelligoù (mozaikoù) kaer an iliz kentañ (a weler hiziv a lec'h da lec'h dre doulloù graet el leur-iliz).

Ar Bersed, e 614, a lezas an iliz en he sav, o vezañ m'o doa anavezet o hendadoù er vajed skeudennet en ur varellig ha gwisket evel tud o bro.

Pa zeuas ar Vuzulmaned er vro, ar re-mañ a rentas enor da "Issa Ben Maryam" (Jezuz, mab Mari), hag al levrioù muzulman a veulas kaerder iliz ar c'hinivelezh.

Ar Groazidi a gemeras Betleem e 1099 hag an iliz a zeuas da vezañ iliz sakrerez rouaned Jeruzalem. Int-i eo a roas d'ar savadur e stumm a lec'h-kreñv. En o amzer ec'h en em unanas Gresianed ha Latined da gaerraat mogerioù ha kolonennoù gant marelligoù ha livadurioù a ziskouez ar senedoù-meur ekumenikel kentañ ha sent euz Ilizoù ar sav-heol hag ar c'huz-heol : a-gleiz ar sent Maker, Anton, Eutim, Leonard, Katald (Iwerzonad) ; a-zehou Teodoz, Stefan, Kanut roue an Danmark, Olaf roue an Norvej, Visant diagon... Er c'heur hag er groazell e weler senennoù euz an Testamant Nevez : a-zehou an treuzfurmadur hag ar bleunioù, a-gleiz Jezuz oc'h en em ziskouez da Domaz.

Ar savadurioù

A-gleiz hag a zehou d'ar c'heur ez eus ur skalier da ziskenn da vougev ar c'hinivelezh. Ur steredenn arc’hant a verk al lec'h. E latin eo skrivet : "hic de Virgine Maria Jesus Christus natus est" (amañ gant ar Werc’hez Vari eo bet ganet Jezuz Krist). E-kichen emañ mougev chapel ar c'hraou, lec'h ma voe lakaet Jezuz en ul laouer, ha chapel-dindan-douar an Inosanted santel.

War tu kleiz an iliz-rouanez e weler iliz santez Katell, ar c'hloastr ha chapel sant Jerom ; hemañ a lakeas eno, etre 386 ha 420, ar bibl e latin (ar Vulgat).

An nor da antreal en iliz-rouanez a zo evel un diverrañ eus istor an iliz. En nec'h moulladurioù bizantat ; izelloc'h gwareg-torr ar grennamzer ; hag erfin an nor vihan hag izel bet renket evel-se da viret ouzh ar sarrazined da antreal en iliz war o c'hezeg.

Post a comment
Tips & Hints
Arrange By:
R. Man
8 January 2011
If you are a small group, 5 or less people go to the left side of the greek alter and ask the Palestinian police officer to let you in from the EXIT. Sometimes it works. Enjoy
Kyriakos G. ???? ????
19 November 2017
So much pilgrims! The queue inside was gigantic. If you can find a way to bypass the queue, do it firmly! Nice garden in the backyard!
William Ng
4 May 2019
Come early to be at the head of the line to go down to the grotto (in the Greek Orthodox part). Manger on the left, and the spot Jesus was born on the right (marked with a 14-point silver star).
The White House
24 March 2013
President Obama toured the crypt containing the birthplace of Jesus during his visit to the Church of the Nativity.
Angeline Teoh
9 December 2019
This is the oldest church standing in Israel. They are still excavating many areas in the church as there are remains of old buildings during the bezantine and crusaders era
Olga ????????
20 October 2021
Христианская церковь в Вифлееме, построенная, согласно преданию, над местом рождения Иисуса Христа. Наряду с храмом Гроба Господня является одним из двух главных христианских храмов  Святой земли.
Load more comments
foursquare.com

Hotels nearby

See all hotels See all
Saint Gabriel Hotel

starting $130

Jacir Palace Hotel Bethlehem

starting $140

Manger Square Hotel

starting $90

Grand Park Hotel Bethlehem

starting $99

Ararat Hotel

starting $100

Alexander Hotel

starting $70

Recommended sights nearby

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Bethlehem (Palestina)

Betlehem (en arabeg بيت لحم bayt lahm « ti ar c'hig&

Add to wishlist
I've been here
Visited
Mosque of Omar (Bethlehem)

The Mosque of Omar (Arabic: مسجد عمر‎) is the oldest and only mosque i

Add to wishlist
I've been here
Visited
Cremisan

The Cremisan Monastery is a Salesian monastery in the West Bank, near

Add to wishlist
I've been here
Visited
Herodium

Herodium or Herodion (הרודיון, Arabic: هيروديون, Jabal al-Fraidees) i

Add to wishlist
I've been here
Visited
Judean Mountains

The Judean Mountains, (العربية. جبال الخليل; Transliteration:

Add to wishlist
I've been here
Visited
Jerusalem Biblical Zoo

The Tisch Family Zoological Gardens in Jerusalem - The Biblical Zoo,

Add to wishlist
I've been here
Visited
Monastery of the Cross

The Monastery of the Cross is a monastery in the Nayot neighborhood of

Add to wishlist
I've been here
Visited
Israel Museum

The Israel Museum (Hebrew: מוזיאון ישראל‎, Muze'on Yisrael) was

Similar tourist attractions

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Bez Santel

Iliz ar Bez Santel, anvet ivez Iliz Bez ar Salver pe Iliz an

Add to wishlist
I've been here
Visited
Bărboi Church

The Bărboi Church (română. Biserica Bărboi), dedicated to Saints Pet

Add to wishlist
I've been here
Visited
Alexander Nevsky Cathedral, Sofia

The St. Alexander Nevsky Cathedral (български. Храм-пам

Add to wishlist
I've been here
Visited
Alexander Nevsky Cathedral, Tallinn

The Alexander Nevsky Cathedral is an orthodox church in the Tallinn

Add to wishlist
I've been here
Visited
Chrám svätého Iľju (Jaroslavľ)

Chrám svätého Iľju (rus. Це́рковь Ильи́ Проро́ка) je pr

See all similar places