Iliz-veur Naoned pe Iliz-veur Pêr-ha-Paol zo un iliz-veur savet er XVvet kantved, da vare Duged Breizh, e Naoned. Enni eo beziet an dug Frañsez II, tad an dugez Anna, Anna Vreizh.
E-kreiz kêr emañ, e leurgêr Sant-Pêr. Iliz eskob Naoned eo. 457
vloaz ez oar bet ouzh he sevel, eus 1434 betek 1891. Kement-se ne
vir ket e lavarer eo ur bennoberenn eus an doare gotek.
Monumant istorel ofisiel eo abaoe 1862.
Tri savadur relijiel zo bet a-raok an iliz-veur a vremañ: ur chapel savet en IIIde kantved; un iliz-veur savet er VIvet kantved, un iliz-veur roman all en XIvet kantved. El lec'h ma oa an iliz-veur kozh eo bet savet homañ, ha dre ma veze savet eo he deus kemeret he lec'h.