Kafarnaom

Kafarnaom zo ur gêriadenn gozh a besketaerien war ribl lenn Tiberiad, en Israel. Hervez an Aviel, e oa bet Jezuz o chom enni goude bezañ bet kuitaet kêr Nazaret (Mazhev 4,12-17) : e Kafarnaom eo e krogas Jezuz gant e brezegerezh hag eno e reas kalz burzhudoù.

Istor

Anv ar gêriadenn en hebreeg eo Kefar Nahum, eus anv ar profed Nahum. E vez a veze enoret er Grenn-Amzer, e-giz lec'h a belerinach.

Fontet en eil kantved a-raok Jezuz-Krist, kêr Gafarnaom oa war ar via maris, hent-meur ar c'haravanennoù war-zu bro-Siria. Ouzhpenn-se, da vare Jezuz, e vedo war harzoù ar Jordan, hag ar Romaned a zalc'he garnizon enni hag ur burev a valtouterezh (Lk 7,1-10 ; Mz 8, 5-13). Kêriadenn a besketaerien hag a labourerien-douar, Kafarnaom n'edo ket gwall vras : marteze daou pe dri c'hant a dud. Pêr hag e vreur Andrev, genidik a Vetsaida un tammig uhelloc'h, a zeuas da chom da Gafarnaom, ha ti Bêr a zeuas da vezañ tamm pe damm ti Jezuz : ac'hano ez ae gant ar vag da brezeg da Vetsaida ha d'ar c'hêriadennoù tro-dro d'al lenn.

Hervez an Testamant Nevez

Ar gêriadenn zo anvet en aviel Lukaz hag en aviel Yann. Bez eo lec'h ganedigezh an Ebestel Simon-Pêr, Andrev, Jakez mab Zebede ha Yann an Avieler, hag ar publikan anvet Mazhev. D’un deiz a sabat, e kelennas Jezuz e sinagog Kafarnaom, hag e pareas un den a oa ennañ un diaoul hudur (Lk 4, 31-37 ; Mk 1,21-28).

Ouzhpenn lec'h pareañs mamm-gaer Simon (Lukaz 4,28-29), ha servicher ur c'hantener roman (Lk 7,1-10), Kafarnaom zo meneget en aviel sant Mark evel ar gêriadenn m’eo bet pareet gant Jezuz an den seizet (Mk 2,1-12). Hervez an aviel, Kafarnaom a zo bet kalon prezegerezh Jezuz e Bro-C'halilea.

Henoniezh

Ar ruioù bihan a-gleiz hag a-zehou a zispartie an takadou tiez bihan savet tro-dro d'ul leur. Ar mogerioù e bazalt a zougenne un doenn blad graet gant brankoù ha pri. Unan eus an tiez-se, tost d'al lenn, a zeuio abred da vezañ un ti a bedenn evit ar Juzevien deuet da vezañ kristen : ti Pêr eo.

Ti Bêr

Ar furchadennoù graet abaoe 1968 o deus lakaet war-wel un ti eus ar c'hantved kentañ a-raok Jezuz, bet induet c'hwec'h gwech er c'hantved kentañ goude Jezuz e-lec'h ma weled graffitioù gant anv Jezuz ha Pêr.

Er 4e kantved e voe savet tro-dro d'ar sal-se ur voger-dro, d'he dispartiañ diouzh ar peurrest eus kêr. War ar mogerioù e oa 185 graffiti e peder yezh, skrivet gant kristenien deuet eus ar baganiez.

War an ti-se eo e vo savet, er 5vet kantved, an iliz vizantat. Un iliz vizantat eizh kostez dezhi e oa, a zalc'he en he c'hreiz un eizhkogn all, paveet gant marelligoù : er c'hreiz, ur paun, sin ar vuhez peurbadus.

Ar sinagog

Diskoachet eo bet gant ar frañsiskaned rivinoù ur sinagog eus ar graet gant mein-raz. Houmañ he-unan a zo bet savet war lec'h sinagog ar c'hantved kentañ, a weler c'hoazh he diazezoù e bazalt du e tu ar c'huzh-heol. Ur straed su-norz a dreuze kêr azalek al lenn.

Listed in the following categories:
Post a comment
Tips & Hints
Arrange By:
Carlos Moura
27 August 2018
Easily accessible place, free parking. A place full of history, beautiful and next to the Sea of ​​Galilee. Cheap to enter.
Eli Vogman
28 October 2013
The residency place of st Peter and Jesus Christ. Very good restoration of the ancient synagogue and st Peter's house which a modern church was established on top of it nowadays.
William Ng
10 May 2019
Ruins of the White Synagogue from the Roman era. Built using white stones. Around it are the ruins of the town. Located near St. Peter's House.
Leo Pérez Ramos
24 July 2019
Cafarnaúm, un lugar lleno de historia, de alta relevancia en relatos bíblicos, junto al mar de Galilea y la Sinagoga, la iglesia que se construye encima de lo que en su momento fue la casa de Pedro.
Rodrigo Vieira
18 April 2019
Lugar legal pela questão histórica e religiosa
Наталья Криворук
Очень атмосферное место с красивыми пейзажами
Load more comments
foursquare.com

Hotels nearby

See all hotels See all
HI Karei Deshe Hostel

starting $93

Nof Ginosar Kibbutz Hotel

starting $190

Hotel Ayelet Ahavim

starting $261

Arabela

starting $400

The Lake house

starting $151

Sunshine Apartment

starting $89

Recommended sights nearby

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Jubb Yussef (Joseph's Well)

The ruins at Jubb Yussef ('Joseph’s Well' in English, Arabic: ج

Add to wishlist
I've been here
Visited
Bethsaida

All articles lacking sources

Add to wishlist
I've been here
Visited
Mor Galilea

Mor Galilea, pe Kinneret, Lenn Gennesaret, pe Lenn Tiberias

Add to wishlist
I've been here
Visited
Kursi, Israel

Kursi, Israel is the ruins of a Byzantine Christian monastery and now

Add to wishlist
I've been here
Visited
Tomb of Maimonides

According to Jewish tradition, the Tomb of Maimonides (Hebrew: קבר הר

Add to wishlist
I've been here
Visited
Tel Hazor

Tel Hazor (Hebrew: תל חצור‎), also Hatzor, is a tell above the site of

Add to wishlist
I've been here
Visited
Gamla

Gamla (Hebrew גמלא Gamla or Gamala), a site inhabited since the Ear

Add to wishlist
I've been here
Visited
Horns of Hattin

Horns of Hattin (Arabic:Kûrun Hattîn) is the name of a square-shaped h

Similar tourist attractions

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Tzippori

Tzippori (Hebrew: צִפּוֹרִי, ציפורי‎), also known as Sepphoris, Dioce

Add to wishlist
I've been here
Visited
Tel Megiddo

Megiddo (עברית. מגידו) is a hill in modern Israel near the Kibbutz o

Add to wishlist
I've been here
Visited
Beit She'arim National Park

Beit She'arim (he-n. בֵּית שְׁעָרִים), also known as Beth She'arim

Add to wishlist
I've been here
Visited
Caesarea Maritima

Caesarea, pe Caesarea Maritima, pe Caesarea Palaestina, pe Kaezareia

Add to wishlist
I've been here
Visited
Shivta

Shivta or Sobota or Subeitah or Subaytah (Hebrew: שבטה‎), is an archa

See all similar places