Kartada pe Kartago,
Kartada pe Kartago, pe c'hoazh Carthago, diwar al latin, eo anv ar geoded eus an Henamzer savet el lec'h ma kaver Tunis hiziv, hag hini ar stad hag ar sevenadur savet ganti. Savet e oa bet ar geoded e reter Lenn Tunis a-dal da greizkêr Tunis zo kêrbenn Tunizia hiziv.
Dont a ra hec'h anv eus ar Fenikianeg Kart-Hadasht pe Qrthdst, a dalvez Kêr nevez. E gresianeg e lavarer Καρχηδών (Karc'hedon), en arabeg قرطاج pe قرطاجة, hag e latin : Carthago.
Savet e voe ar geoded e 814 kent JK gant trevadennerien fenikian eus keoded Tir a gasas gante doue o c'heoded orin : an doue Melkart. Hervez ar vojenn e vije bet savet ar geoded gant ar rouanez Dido (pe Elisa, pe Elisar) he doa tec'het he bro orin abalamour ma oa bet drouklazhet he gwaz gant he breur yaouankañ. Un niver a vojennoù zo bet miret deomp gant al lennegezhioù roman ha gresian.
E 509 kent JK e oa sinet ur skrid-emglev etre Kartada ha Roma a ranne etrezo ar broioù a oa dindan o levezon pe e lec'h ma c'hallent ober kenwerzh. Diskouez a ra dimp e oa Sikilia ha Sardinia dindan beli Kartada dija.
E deroù ar Vvet kantved kent J.K. e oa deuet ar geoded da vezañ kreizenn ar genwerzh e kornôg ar Mor Kreizdouar hag e talc'has ar roll-se betek he diskar gant Republik Roma.
Staget e oa bet ar pep brasañ eus an trevadennoù fenikian kozh ouzh he zachenn, da skouer Hadrumetum, Utica ha Kerkouane. Sujañ a reas ivez ar meuriadoù libian hag e tiazezas e veli war holl aodoù Afrika an Hanternoz adalek ar Marok a vremañ betel bevennoù Egypt. Astenn a reas ive he gallout er Mor Kreizdouar o lakaat en he dalc'h Sardinia, Malta, an inizi Balear ha hanterenn gornôg Sikilia. Savet e oa bet ganti trevadennoù a-bouez war aodoù Iberia ivez.
Listenn rouaned Kartago