Castles in Brest

Kastell Brest

2,882 people have been here
7.4/10

Emañ Kastell Brest er gêr a zo hec'h anv Brest ivez, e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh e Bro-C'hall. Lec'hiet eo e genou ar stêr Penfell war riblenn unan eus al lennvorioù ledanañ er bed. Staliet eo en e greiz ar prefeti morel evit ar Mor atlantel ha ur rann eus Mirdi ar Verdeadurezh gall. Meur a belioù diabarzh ha diavaez o deus anavezet pegen pouezhus e oa ar c'hastell-kreñv-mañ evit seveniñ ar galloud milourel, ken e veze kredet, er Grennamzer e oa dibosubl kemer anezhañ hag ur bomm a veze distaget : "N'eus ket penntiern Breizh ha n'eo ket penntiern Brest". Ar c'hronikour Jean Froissart, er , en doa merzet e oa aze "ur "moult fort chastiel" (ur c'hastell kreñv-tre).

Istor

Ur perzh rouez-tre a zo gant kastell Brest p'emañ war ul lec'h m'eo bet prouet ez eus bet ul lec'h kreñv pe sez ur veli vilourel keit-all mui a eiteg kantved.
Ha c'hoazh ez eus da grediñ e oa dija ul lec'h kreñv pell a-raok ma vo savet ar c'hastell galian-roman e weler un tamm moger anezhañ ensterniet e-barzh moger-difenn an Norzh.
Lec'hiet eo ar c'hastell war ur grec'hienn difennet gant an dour sall war dri c'hostez a ziskouez ar seurt lec'higoù kreñv e veze savet e penn al ledenezioù e-pad Oadvezh an Houarn. E kostez an douar e veze savet ur voger gant mein ha prenn. Anvet e vez al lec'hioù-mañ oppidomoù stanket.
Kavet ez eus bet meur a ledenez gant roudoù ar savadurioù-se , da skouer e Beuzeg-ar-C'hab (ledenez ar C'hastell-kozh) hag e Ploulec'h (lec'hienn ar Yeoded, houmañ e genoù ar Leger, dres evel m'emañ hini Brest e genoù ar Penfell).
Deiziet eo bet bezañs ar C'halianed-Romaned diwar pezhioù-moneiz dindan anv an impalaer Postumus (193-211 goude Krist)) hag e klot mat gant neuz ar voger c'halian-roman hag a zo graet a bep eil gant liveoù mein greuneg (pe gneiss) ha brikennoù kempennet diwar patrom an draenoù-pesk, ur patrom na weler ket implijet a-raok penn an eil kantved.
Ar c'hastell galian-roman a seblant bezañ bet unan eus ar brasañ er mare-se pa oa graet gant ur voger bevac'hornek , un daouzegad tourioù war bep kostez.

Hervez Léon Fleuriot (gwelet "Origines de la Bretagne, Payot, 1987), ment ar c'hastell galian-roman a c'hell diskouez e oa Brest al lec'h kreñvañ e Keoded an Osismied betek fin an impalaerouriezh roman e Breizh. E div pe deir destenn savet war-dro an 8vet hag an 9vet kantved e seblant eo bet dilec'hiet sez ar galloud lec'hel evit kas anezhañ da Gastell-Paol. N'ouzer ket re vat perak eo bet divizet an dra-se, met marteze e pouezhe kreñv morlaeron Iwerzhon pe Skandinavia war bastell-vro Brest pe c'hoazh e oa bet kemeret ar c'hastell gant ar Vandaled pe ar C'hoted pe an Huned war-dro 452.
Marteze ur seurt degouezh en deus rediet an eskob sant Paol Aurelian da gas sez relijiel ha politikel ar gêr anvet "Legio" (pa vije bet Brest goudor ul lejion roman) da Castrum Pauli, da lavaret eo Kastell-Paol. Ur blank a zo er testennoù istorel ha 4 kantved pelloc'h e lenner e Kronik an Naoned eo bet muntret ar Roue Breizh Salaun e 875 pa oa o tont eus un "oppidom anvet Bresta".
E 1064 pe 1065, kont Leon, Morvan II, e bennlec'h e Lesneven, a zeu evit adsevel mogerioù ar c'hastell ha sevel evit e lojeiz un tour-meur war unan eus ar c'hognoù. Er gêr gloz endalc'het er c'hastell e sav ivez ur chapel dindan anv Itron an Drugarez.
E 1194, p'emañ ar c'hastell dindan beli konted Leon c'hoazh, eo bet lakaet e goudor ar priñs yaouank, Arzhur Iañ a Vreizh, mab da Jefrez Plantagenet ha pennhêr an dugelezh, a-raok ma vo-eñ muntret gant e eontr, Yann Dizouar, roue Bro-Saoz.

Da vezañ kendalc'het

Post a comment
Tips & Hints
Arrange By:
Emyfer Mae
27 April 2012
It was used as prison in the 1800's. After the bombings during the 1900's, it was restored and maintained til now. :)
Grazy T
27 November 2015
Adorable :)
Load more comments
foursquare.com
Location
Map
Address

6 Boulevard Jean Moulin, 29200 Brest, France

Get directions
Open hours
Mon 8:00 AM–10:00 PM
Tue 8:00 AM–3:00 PM
Wed 8:00 AM–11:00 AM
Thu-Fri 8:00 AM–5:00 PM
Sat 9:00 AM–8:00 PM
References

Château de Brest on Foursquare

Kastell Brest on Facebook

Hotels nearby

See all hotels See all
Best Western Europe Hotel****

starting $92

L'Amirauté Brest

starting $115

L'Amirauté Brest

starting $139

Logis Hotel Center

starting $89

Kyriad Hotel Brest Centre

starting $80

Appart'City Brest Pasteur

starting $59

Recommended sights nearby

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Tour Tangi
Bro-C'hall

Kreñvlec'h Kilbignon , pe « Tour Tangi » zo savet war un du

Add to wishlist
I've been here
Visited
Pont de Recouvrance
Bro-C'hall

Pont de Recouvrance is a tourist attraction, one of the Bridges in

Add to wishlist
I've been here
Visited
Telfero de Brest
Bro-C'hall

Telfero de Brest (Français: Téléphérique de Brest) is a tourist att

Add to wishlist
I've been here
Visited
Pont an Harteloire
Bro-C'hall

Pont an Harteloire (Pont de l’Harteloire e galleg) zo ur pont e B

Add to wishlist
I've been here
Visited
Dunes de Keremma
Bro-C'hall

Dunes de Keremma is a tourist attraction, one of the Natural

Add to wishlist
I've been here
Visited
Bae an Anaon
Bro-C'hall

Unan eus baeoù brudetañ Breizh eo Bae an Anaon, pe Aod Walarn e k

Add to wishlist
I've been here
Visited
Plage de Trez Goarem
Bro-C'hall

Plage de Trez Goarem is a tourist attraction, one of the Beaches in

Add to wishlist
I've been here
Visited
Tour-tan ar Gazeg
Bro-C'hall

Tour-tan ar Gazeg zo un tour-tan savet el lark da Eusa, er mervent

Similar tourist attractions

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Oulu Castle
Finland

Oulu Castle (Suomi: Oulun linna) is a tourist attraction, one of the

Add to wishlist
I've been here
Visited
Dover Castle
Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon

Dover Castle is a tourist attraction, one of the Castles in Dover,

Add to wishlist
I've been here
Visited
Kalemegdan
Serbia

Kalemegdan (Српски: Београдска тврђава) is a tourist attraction, on

Add to wishlist
I've been here
Visited
Kastell Kronborg
Danmark

Kastell Kronborg a zo ur c'hastell e Danmark, e-kichen kêr

Add to wishlist
I've been here
Visited
Varberg Fortress
Sveden

Varberg Fortress (Svenska: Varbergs fästning) is a tourist

See all similar places