Castles in Vincennes

Kastell Vincennes

Peter Kolpashikov and 11,121 more people have been here
8.8/10

Kastell Vincennes zo ur c'hastell eus ar XIVvet kantved a oa da rouaned Bro-C'hall, e-kichen Pariz. Gant e dour-meur 52 vetr uhelder emañ e-touez ar c'hestell uhelañ en Europa.

Da gentañ ne oa eno nemet un ti-chase a oa d'ar roue Loeiz VII, e koad Vincennes, er reter da Bariz. Dindan ren Fulup Aogust ha Loeiz IX e teuas da vezañ lec'h-annez ar roueed. Daou roue a zimezas eno (Fulup III e 1274 ha Fulup IV e 1284) ha tri roue a varvas eno (Loeiz X e 1316, Fulup V e 1322 ha Charlez IV e 1328).

Gant Fulup VI Valois e voe roet lañs da labourioù bras evit ober anezhañ ur c'hastell-kreñv ha sevel an tour-meur, war-dro 1337. Ganet e voe Charlez V eno hag ober a reas anezhañ e di-annez ha sez e c'houarnamant hag e velestradur. En tour-meur e voe toullbac'het tud brudet, evel Herri III Navarra (Herri IV Bro-C'hall) er c'hastell, e-pad ar Brezelioù a relijion, pe c'hoazh Jean-François Paul de Gondi, kardinal Raez, ha Nicolas Fouquet.

Loeiz XIV a lakaas sevel div gazel nevez, treset gant Louis Le Vau, a-raok dilezel kastell Vincennes ha lakaat sevel kastell Versailhez. En XVIIIvet kantved e oa ur prizon ma voe bac'het tud evel markiz Sade, Mirabeau ha Diderot. Goude an Dispac'h Gall, e 1796, e teuas da vezañ un arsanailh evit an arme. Labourioù bras a voe graet ennañ da neuze. Distrujet e voe an ti-chase eus mare Loeiz IX ha savet e voe savadurioù nevez.

Ar jeneral Pierre Daumesnil, a oa bet anvet da c'houarnour ar c'hastell gant Napoleon, a zifennas anezhañ e-pad 5 miz, e 1815, pa oa bet lakaet seziz warnañ gant soudarded Prusia. Dindan ren Napoleon III e voe adkempennet ar savadurioù gant Eugène Viollet-le-Duc hag adaozet al liorzh. Mata Hari, a oa bet tamallet dezhi bezañ spierez evit Alamagn e-pad ar Brezel-bed Kentañ, a voe fuzuilhet e fozioù kastell Vincennes d'ar 15 a viz Here 1917. E 1944 ivez e voe fuzuilhet 30 den eno, tud bet harzet gant an Alamaned.

Hiziv an deiz eo perc'hennet ar c'hastell gant Ministrerezh gall ar Sevenadur ha hini an Difenn. Er c'hastell emañ dielloù an arme, e servij istorel Ministrerezh an Difenn (Service Historique de la Défense).

Liammoù diavez


Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e .

Post a comment
Tips & Hints
Arrange By:
@InstaChic_
18 August 2013
أطلال قلعة ما زالت عظيمة ☆
Bertrand Bechade
15 April 2012
À voir : la réplique de la Sainte Chapelle, le plus haut donjon d'Europe et les tours d'angles détruites par Bonaparte.
Load more comments
foursquare.com
Location
Map
Address

9 Avenue Carnot, 94300 Vincennes, France

Get directions
Open hours
Mon-Sun 10:00 AM–6:00 PM
References

Château de Vincennes on Foursquare

Kastell Vincennes on Facebook

Hotels nearby

See all hotels See all
Grand-Vincennois

starting $94

Le Petit-Vincennois

starting $0

Adagio Paris Vincennes Aparthotel

starting $132

Vincennois

starting $0

Hotel Daumesnil Vincennes

starting $98

Le Home

starting $110

Recommended sights nearby

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Bois de Vincennes
Bro-C'hall

Bois de Vincennes is a tourist attraction, one of the Parks in

Add to wishlist
I've been here
Visited
Cité nationale de l'histoire de l'immigration
Bro-C'hall

Cité nationale de l'histoire de l'immigration is a tourist

Add to wishlist
I've been here
Visited
Communards' Wall
Bro-C'hall

Communards' Wall (Français: Mur des Fédérés) is a tourist att

Add to wishlist
I've been here
Visited
Oscar Wilde's tomb
Bro-C'hall

Oscar Wilde's tomb (Français: Tombe d'Oscar Wilde) is a tourist

Add to wishlist
I've been here
Visited
Bered Père-Lachaise
Bro-C'hall

Bered Père-Lachaise, anvet ivez bered ar reter gant ar

Add to wishlist
I've been here
Visited
Parc de Bercy
Bro-C'hall

Parc de Bercy is a tourist attraction, one of the Parks in

Add to wishlist
I've been here
Visited
Pont National
Bro-C'hall

Pont National (Français: Pont National (Paris)) is a tourist

Add to wishlist
I've been here
Visited
Levraoueg Vroadel Bro-C'hall
Bro-C'hall

Levraoueg Vroadel Bro-C'hall (Bibliothèque nationale de France, pe

Similar tourist attractions

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Kastell Neuschwanstein
Alamagn

Kastell Neuschwanstein (disaget [nɔʏˈʃvaːnʃtaɪ̯n] en alamaneg) zo ur c

Add to wishlist
I've been here
Visited
Tower of London
Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon

Tower of London is a tourist attraction, one of the Castles in

Add to wishlist
I've been here
Visited
Alcázar of Segovia
Spagn

Alcázar of Segovia (Español: Alcázar de Segovia) is a tourist at

Add to wishlist
I've been here
Visited
Kastell Sruighlea
Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon

Kastell Sruighlea zo ur c'hastell e kêr Sruighlea, e Bro-Skos. Unan

Add to wishlist
I've been here
Visited
Blutenburg Castle
Alamagn

Blutenburg Castle (Deutsch: Schloss Blutenburg) is a tourist

See all similar places