Levraoueg Vroadel Bro-C'hall (Bibliothèque nationale de France, pe BnF e galleg), zo ul levraoueg e Pariz, kêr-benn Bro-C'hall, anezhi brasañ ha pouezusañ levraoueg ar stad. Krouet e oa bet diwar al levraoueg roueel savet dindan ren Charlez V, e 1368. E 1792 e oa deuet al "levraoueg roueel" da vezañ "levraoueg vroadel". Rankout a ra embannerien ar Stad C'hall, hervez lezenn, kas dezhi kement tra a vez embannet ganto.