Machu Pikchu

Machu Pikchu ("Pikern Kozh" e ketchwaeg, distaget [ˈmɑtʃu ˈpixtʃu] ; Machu Picchu e spagnoleg, distaget [ˈmatʃu ˈpiktʃu]), zo ul lec'hienn rakkolombian inka savet er XVvet kantved e beg ur menez hag a dap 2 430 m, e rannvro Qusqu e Perou.
Lec'hienn vrudetañ ar sevenadur inka eo. War roll glad bedel UNESCO emañ abaoe 1983. Ne oa bet degaset al lec'h er gouloù nemet er bloaz 1911. Abaoe e teu ur bern touristed d'he gwelet.

Istor

En he barr e oa an Impalariezh Inka (1438-1533) pa zivizas an Inka Pachacutec Inca Yupanqui (ren : 1438-1472) sevel Machu Pikchu 80 km er gwalarn d'ar gêr-benn Qusqu, war-dro ar bloavezh 1450 – evit chom eno en hañv pe evit ma talvezfe da atant meur, den ne oar diarvar. Tro 50 bloavezh a voe ret evit sevel kêr, setu e voe echuet dindan ren Tupac Inca Yupanqui (ren : 1472-1493).

Goude marv Tupac Inca Yupanqui e 1493 e voe gorrekaet buhez kêr.
Mab Tupac Inca Yupanqui, Huayna Capac, a renas eus 1493 betek 1525 pe 1527 ; pa varvas e savas brezel etre e vab Inti Cusi Huallpa Huascar hag e hanter-vreur Atahualpa, a voe dibabet gant uhelidi Qusqu ; brezel diabarzh a savas neuze, a voe gounezet gant Atahualpa, met rivinet e voe an impalariezh hag aes e voe da Spagnoliz he zrevadenniñ.
Ur c'hantved goude he ganedigezh, e 1572, e voe dilezet Machu Pikchu gant he annezidi : petra bennak ma ne voe biskoazh kavet kêr gant ar gonkistadored spagnol da vare he finborte e teuas beajourien estren betek enni, hag ar vrec'h ganto, ar pezh a lazhas an dar vuiañ eus an dud.

Peogwir e oa lec'hienn Machu Pikchu distro diouzh Qusqu hag ar gonkistadored ne voe na preizhet na distrujet ganto. A-c'houde an dilezadeg e voe aloubet gant ar janglenn hag ankouaet gant ar braz eus an dud.
Un douaroniour alaman anvet Herman Göhring a venegas Machu Picchu war ur gartenn e 1874 ; un Alaman all, un nevidour anvet Augusto Berns, a voe aotreet e 1877 gant gouarnamant Perou da breizhañ Huacas del Inca, da lavarout eo Machu Pikchu.
E 1911 ez erruas an istorour stadunanat Hiram Bingham (1875-1956), a oa o klask kêr-benn an Inkaed, e Machu Pikchu. Ergerzhadegoù furchal a savas e 1912, 1914 ha 1915, ha kas traezoù inka betek skol-veur Yale e New Haven (Connecticut). Hervez lezenn e reas, tud Machu Pikchu a savas enep koulskoude, met a-drugarez da Hiram Bingham ez eo brudet Machu Pikchu er bed a-bezh.

E 1981, gouarnamant Perou a lakaas lec'hienn Machu Pikchu hag he zrowardroioù – 325,92 km² en holl — da Santuario Histórico, "neved istorel".

E 1983 e voe lakaet Machu Pikchu da c'hlad bedel, peogwir ez eo  ur bennoberenn glok a disavouriezh hag un test dibar eus ar sevenadur inka .

Saverezh

Da gentañ e voe fardet ar savennoù-douar, teir lodenn anezho, dalc'het gant ur voger :

  1. an diaz, graet diwar tammoù mein :
  2. al lodenn etre, aozet gant traezh :
  3. ar gorre, douar warnañ evit gounit maiz, koka, patatez hag all.

Da greñvaat gwele kêr ha da enebiñ ouzh ar rikladegoù douar dre silañ an dour glav a vez alies eno e talveze ar savennoù-douar ivez.

Kendalc'het e voe da sevel savennoù e-giz-se uheloc'h-uhelañ betek kribenn ar menez, 2 430 m e uhelder.

Eno e krogas an Inkaed da sevel tiez diwar c'hreunit a dennjont eus ur vengleuz a oa war ar gribenn-se. Un taol-kaer eo e vefent deuet a-benn da sevel tiez ken brav-se rak kalet eo ar greunit ha ne implijent na skritur na houarn na rodoù. Evit ober e kemerent mein bras da skeiñ war ar greunit betek ma torrje. Ur wech torret e kemerent ur maen bihan all evit levnañ ar roc'h. Goude echu e kasent ar roc'hell d'al lec'h rekis war-bouez kefioù gwez. He lakaat a raent war an ti etre ar reier all. Evit enboestañ mat ar roc'helloù evel brikennoù e veze kizellet ar roc'hell ur wech diwezhañ ha lakaet un doenn blouz. Kalz tammoù mein zo bet kenderc'het a-hed bloavezhioù kizellañ : betek tri metrad eo donder ar gwelead anezho e kreiz kêr. Gwevnaat a ra kêr neuze, ha silet e vez gwelloc'h an dour glav.

Un eienenn zo uheloc'h er menez. An ijinourien inka o deus dihentet he gwazh betek kêr a-benn pourvezañ 16 feunteun. Savet o deus un 200 bennak a savadurioù. An tiez zo savet en doare klasel inka, ledanoc'h en traoñ eget en nec'h.

Framm

Hervez an arkeologourien ec'h eo rannet Machu Pikchu e div lodenn, hini al labour-douar hag an hini gerreizh, dispartiet gant ur voger 400 m he hirder.

Lodenn labour-douar

Savet eo diwar meur a savenn-douar dezho stumm skalieroù divent war kostez ar menez. Servijout a raent da stourm ouzh ar rikladegoù douar, evit al labour-douar hag evit kreñvaat gwele kêr. Stalioù zo a oa e tu reter kêr.

Lodenn gerreizh

E 1961, an istorour perouad Manuel Chávez Ballón (1919-2000) a rannas kêr e daou gant un ahel savet diwar ar blasenn vras evit lakaat anat urzhaz an Inkaed : an tu hanan (uhel) hag an tu hurin (izel); un eil ahel a c'heller kavout a zo savet diwar ur straed vras dezhi stumm ur skalier. E ti an impalaer e kenskej an div linenn.

Hanan

An impalaer, ar veleien hag an uhelidi a veve eno. Er c'harter relijiel e kaver azeuldioù, tiez ar veleien hag an intihuatana – al lec'h ma komze ar veleien d'ar bobl. E karter an uhelidi emañ palez an Inka hag e familh, tiez an uhelidi. A-drek ar palez emañ an Torreón (Intihuatana, azeuldi an Heol), ur mell tour ront kleuziet er roc'h ma 'z eus aoterioù aberzhiñ hag un ti-kañv evit ar c'horfoù balzamet. E-tal emañ ar blasenn vras ma komze an inka ha ma veze dalc'het festoù.

Hurin

Eno e veve an artizaned, ar beizanted hag ar soudarded en o ziez paour. Ar c'harter milourel eo, ha karter ar morterioù a servije d'ober kroc'han pe d'ober lidoù relijiel evel an evadegoù.

Er Su emañ azeuldi ar c'hondor ha karter an toulloù-bac'h. En azeuldi ar c'hondor e veze graet aberzhioù evit sioulaat an doueed.

Ur gêr e kedveved gant an natur

Kêraozerien Machu Pikchu o deus he savet hervez elfennoù an natur a zo tro-dro dezhi.
Hervez an Heol eo savet an tiez ; da skouer, tro-dro d'ar 24 a viz Even (goursav-heol an hañv) e teu daou dric'horn kenkreizek war wel war azeuldi an Heol.

  • Hervez al lec'h e c'heller gwelout dremm un den o sellout ouzh an oabl, an Huyana Picchu o vezañ ar fri.
  • Ar roc'h sakr, ur maen bras 7 metr e ledander, a zrevez ar menez a zo a-dreñv dezhi.
  • Patrom ar gêr a seblant stummet diouzh ur c'hondor e zivaskell dispak.
  • An Huayna Picchu en deus stumm ur puma prest da lammat ; skeudenn ur puma all a c'heller ijinañ gwelet treset ivez gant an azeuldioù hag ar savennoù-douar.
  • Pa weler kêr adalek an Huyana Picchu e c'heller gwelout un naer hag ur c'hrokodil.
  • Ur wech an amzer e c'heller gwelout ul loen kizellet er roc'h.
  • An naer, ar puma, ar c'hondor hag ar c'hrokodil eo arouezioù an Douar hag an neñv, loened pouezus int e gwengelouriezh an Inkaed.
  • Gant lamaed e vez kempennet ar savennoù-douar hiziv c'hoazh.
  • Azeuldi ar c'hondor a zo anvet e-giz-se abalamour da stumm ar roc'hell m'eo bet savet.

Touristelezh

Ur 1 800 tourist bennak a zeu bemdez da Vachu Pikchu met kant vloaz goude ma voe roet lañs d'an douristelezh e voe merzhet gant an arkeologourien en doa red an douristed un efed fall war al lec'hienn : abalamour d'an digoadañ e vez krignet al leur, ar plant a za war ziskar, kreskiñ a ra ar riskl a rikladegoù douar ha hini an tanioù-gwall. A zo gwashoc'h, e soñj emañ pennadurezhioù ar vro da sevel sevel un hent evit ar c'hirri-tan da dizhout Machu Pikchu, neuze ne vefe ket reoliet an niver a douristed ha buanoc'h e vefe distrujet kêr.

Ur c'hoar da Machu Picchu

Un eil Machu Picchu a zo, anvet Chuquequirao ; diaesoc'h eo he zizhout rak n'eus ket a hent gwir ha lec'hiet eo da 3000 m a uhelder. Damheñvel eo ouzh Machu Pikchu dre he gêraozadur, stumm he ziez hag he lec'hiadur er menezioù uhel.

Liammoù diavaez

Listed in the following categories:
Post a comment
Tips & Hints
Arrange By:
Victoria W.
1 December 2013
If you have the time and energy, climb Huayna Picchu to get a better view of MP. It's well worth the extra effort.
Joice Savietto
14 August 2014
Everybody says it's better to go early, but don't if you would like to avoid long lines! People line up for the bus since 4am, but at 8 lines are much shorter! It also goes for entrance and return bus
Ross Sheingold
21 June 2012
If you want a fairly easy but invigorating hike, do the Inka Bridge trail. The actual Inka Bridge requires holding onto a wire while crossing a narrow ledge, but the 15 min. hike features great views
MLO
28 December 2015
Opt-in for the extra hike up to Montaña Machu Picchu. It's a burner of a hike (60-90mins) but well worth the view. Back a lunch if you're making the climb! Also bring a banana for the llamas. Trust.
Repu Surance
3 February 2018
I was looking for a mystical lifetime trip to Peru and this trip went beyond my imagination! Still worth the hike! One of the most breathtaking and mystical sites in the world.
Majed Alashari
22 September 2019
One of the world wonders architecture. Amazing design and view. Worth all the walk, train & the way here. Make sure to visit it in the day season to have a good view of it.
Load more comments
foursquare.com

Hotels nearby

See all hotels See all
Belmond Sanctuary Lodge

starting $1600

Sumaq Machu Picchu Hotel

starting $474

Tierra Viva Machu Picchu Hotel

starting $105

Hotel Santuario Machupicchu

starting $77

GRINGO BILL'S BOUTIQUE HOTEL

starting $90

Gringo Bill's Hotel

starting $0

Recommended sights nearby

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Temple of the Moon (Peru)

The Temple of the Moon is the remains of an Incan ceremonial temple on

Add to wishlist
I've been here
Visited
Ollantaytambo

Ollantaytambo is a town and an Inca archaeological site in southern

Add to wishlist
I've been here
Visited
Moray (Inca ruin)

Moray is a town in Peru approximately 50 km Northwest of Cuzco near

Add to wishlist
I've been here
Visited
Choquequirao

Choquequirao (Southern Quechua: Chuqi K'iraw, Cradle of Gold) is a

Add to wishlist
I've been here
Visited
Sayhuite

Sayhuite (Saywite) is an archaeological site 47km east of the city

Add to wishlist
I've been here
Visited
Sacsayhuamán

Sacsayhuamán (also known as Saksaq Waman, Sacsahuaman) is a walled

Add to wishlist
I've been here
Visited
Tambomachay

Tampu Mach'ay (Quechua tampu inn, guest house, mach'ay cave, 'guest

Add to wishlist
I've been here
Visited
Pukamuqu

Pukamuqu (Quechua, puka red, muqu hill / joint, 'red hill') is a

Similar tourist attractions

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Avebury

Avebury (distaget [ˈeɪvbri] e saozneg) zo ur savadur meurvein eus an N

Add to wishlist
I've been here
Visited
Mỹ Sơn

Mỹ Sơn (Vietnamese pronunciation: ]) is a cluster of abandoned and par

Add to wishlist
I've been here
Visited
Choquequirao

Choquequirao (Southern Quechua: Chuqi K'iraw, Cradle of Gold) is a

Add to wishlist
I've been here
Visited
Chester Roman Amphitheatre

Chester Amphitheatre is a Roman amphitheatre in Chester, Cheshire. The

Add to wishlist
I've been here
Visited
L'Anse aux Meadows

L'Anse aux Meadows (pronounced ; from the French

See all similar places