Menez Fuji (e japaneg : 富士山, Fuji-san, distaget IPA : [ɸɯꜜdʑisaɴ]) eo menez uhelañ Japan. Emañ en Enez-Honshu ur c'hant kilometr bennak er mervent da Dokyo. 3 776,24 m eo e uhelder, hag ur menez-tan bev eo. Deuet eo ar menez da vezañ un arouez eus Bro-Japan. Lakaet eo war roll Glad bedel an Unesco abaoe 2013.