Odeon Herodez Atticus, pe C'hoariva Herodez Atticus, zo bet savet e-harz Akropolis Aten en 161, gant Herodez Atticus, e koun e wreg Aspasia Annia Regilla, marvet en 160.
Bihanik e oa Odeon Herodez Atticus pa ne c'halled lakaat nemet 5000 arvester ennañ, tra ma oa war-dro 290 000 a dud e kêr da neuze. E marmor gwenn eo al leurenn, dezhi 35 m a ledander.
Adsavet eo bet ha kinniget e vez abadennoù a bep seurt ennañ, kan pe c'hoariva.