Olimpia ( Ολυμπία pe Ολύμπια / distaget Olumpia, e gregach kozh hag Olimpia e gresianeg a hiriv ) a oa ur gêr gouestlet d'ar relijion en Hellaz kozh, er Peloponnez, e plaenenn Elis, war lez dehoù ar stêr Alfea (?) nepell diouzh kêr Pyrgos, ur 4 levr hanter (18 km) eus aod ar Mor Ionian e-harz ar Menez Kronion.
Eno e oa koad Altis, ul lec'h sakr. Edo ar stadiom e-kreiz ar gwez olivez. Aoter Zeus a oa e-kichen. Eno ivez e vez tanet ar flammerenn olimpek un toullad mizioù a-raok lid-digeriñ ar C'hoarioù Olimpek pe re an hañv pe re ar goañv.