Ar Riksdag (anvet en un doare ofisiel e svedeg: Sveriges Riksdag) eo parlamant Sveden. N'eus nemet ur gambr ouzh e ober, enni 349 c'hannad (anvet e svedeg riksdagsledamöter), dilennet evit pevar bloaz.
Emañ ar Riksdag war enezennig Helgeandsholmen, e-kreiz Stockholm.
Dont a ra an anv Riksdag eus an droienn riksens ständer (pe "rikets ständer", "stadoù ar rouantelezh"), a ra meneg eus ar "stadoù" a veze bodet enno dileuridi an tri urzh a oa e kevredigezh Sveden gwechall (noblañs, kloer hag ar re all). Kar eo ar ger Riksdag d'an anv alamanek Reichstag (implijet evit meur a barlamant alaman betek 1945).
Setu amañ ar strolladoù politikel o deus kannaded er Riksdag, abaoe votadeg miz Gwengolo 2014 :