Saba zo un enezennig en hanternoz d'an Antilhez Bihanañ, er reter da b-Puerto Rico. Ar vihanañ eus an Antilhez nederlandat eo, 1424 den o chom enni.
Saba zo un enezennig en hanternoz d'an Antilhez Bihanañ,
er reter da b-Puerto Rico. Ar vihanañ eus an Antilhez nederlandat
eo, 1424 den o chom enni.
The Bottom eo ar gêrbenn anezhi, ha 495 a dud enni.
Ur gumun izelvroat eo bremañ, gant ur statud arbennik avat, abaoe ar 1añ a viz Gouhere 2007, goude da stad emren kozh an Antilhez nederlandat mont da get. A-benn ar 15 a viz Kerzu 2008 e vo echu ar c'hemm-statud, ha deroet galloud ar stad kevredadel d'an Izelvroioù.