Unan eus ar rivinoù Mayat brasañ eo Tikal. E departamant El Peten emañ lec'hiet, e Guatemala. Ur World Heritage Site eus an UNESCO eo. Ar c'hêrioù bras tostañ a zo Flores ha Santa Elena.
Kreizenn ur rouatelezh mayat pouezus e oa Tikal. Daoust ma oa bet savet ar monumantoù brasañ er Шаблон:IVe kantved e anavezas ar gêr he marevezh-aour etre 250 ha 850. E-pad ar prantad-se e aotrounie ar gêr ar rannvro dre e armerzh hag e nerzh soudardel ha darempredoù he-doa gant un darn vras eus Kreizamerika. War a seblant e voe aloubet ha sujet da Deotihuakan e-pad ar Шаблон:IVe kantved. Goude fin ar prantad klasel e paouezjod da sevel monumantoù nevez ha devet e voe palezioù an uhelidi war a seblant. Dilezet e voe ar gêr e-pad an Шаблон:Xvet kantved.