Brudet eo ar Villa Adriana, palez an impalaer Hadrian (76-138), savet etre 118 ha 134.
E 1550 e voe savet ar villa d'Este, unan eus kaerañ liorzhoù an Azginivelezh italian.
En XIXvet kantved e voe lakaet aozañ ul liorzh all gant ar pab Gregor XVI, enni dismantroù, mougevioù, lammoù-dour, anvet Villa Gregoriana.
Gant maezioù Tivoli eo bet awenet al livourien glasel evel Nicolas Poussin, Claude Lorrain, ha diwezhatoc'h re ar romantelezh evel Corot ha Turner.
Diwar anv Tivoli eo bet anvet liorzhoù Tivoli Pariz en Bro-C'hall ha liorzhoù Tivoli (1843), e Kopenhagen e Danmark.