Tour-tan ar Gazeg

Tour-tan ar Gazeg zo un tour-tan savet el lark da Eusa, er mervent d’an enezenn.

Savet e voe an tour-tan etre 1904 ha 1911, gant arc’hant profet gant ur madoberour anvet Charles-Eugène Potron. Emañ war ur garreg vihan anvet "ar Gazeg Kozh", un 300 metr bennak diouzh douar-bras Eusa. Unan eus tourioù-tan brudet enez Eusa eo, gant hini ar C'hreac'h.

Istor

Emañ tour-tan ar Gazeg en un tolead arvarus, e-kreiz redoù-mor kreñv ha meur a vag zo aet d’ar strad dre eno : ur vag ha tregont a reas peñse eno etre 1888 ha 1904. Brudet a-walc’h eo peñse al lestr saoz Drummond Castle, a yeas da goll e-pad an noz etre ar 16 hag ar 17 a viz Mezheven 1896, ha ma voe beuzet 258 den.

E 1904 e voe divizet gant ar gouarnamant gall lakaat sevel un tour-tan war unan eus ar c’herreg a oa er mervent da Eusa. Charles-Eugène Potron, un ezel eus ar Société de Géographie de Paris, a oa o paouez mervel, en doa legadet 400 000 lur gall evit sevel un tour-tan dre eno. Asantiñ a reas Ministrerezh al Labourioù Foran d’ar prof-se ha klasket e voe ul lec’h mat evit sevel un tour-tan heñvel ouzh hini ar Maen. Kregiñ a reas al labourioù e dibenn 1904 ha ne voent echuet nemet e 1911. Diaes e veze labourat war ar garreg, abalamour d’ar gwall-amzer, d’ar mareoù, d’ar mor rust ha d’ar c’hasennoù. Er bloavezh kentañ ne voe labouret nemet 52 eurvezh war ar chanter... Hag en e destamant en doa skrivet Charles-Eugène Potron e ranke al labourioù bezañ echuet 7 vloaz goude e varv ! Enaouet e voe an tanlec’h d’ar 15 a viz Here 1911, met ne voe echuet al labourioù diabarzh nemet 3 bloavezh war-lerc’h. Sevel a rae koust hollek al labourioù da 850 000 lur.

E miz Kerzu eus ar bloavezh 1911 e voe mastaret an tour ha faoutet ar gwerennoù. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e voe graet labourioù evit sonnaat ha startaat an tour-tan. Evit se e voe lazhet ar gouloù etre miz Kerzu 1917 ha miz Du 1918. E 1934 adarre e voe divizet skorañ an tour war-bouez funioù metal hir staget e strad ar mor.

E miz Gwengolo 1974 e voe ur barrad gwallamzer spontus : torret e voe al letern gant un taol-mor ha redek a reas an dour en diri. Mont a reas an daou ward da gavout repu er gegin. Dont a reas tour-tan ar Gazeg da vezañ emgefreek d’ar 26 a viz Gouere 1991 hag abaoe n’eus gward ebet ennañ ken.

Lennadurezh

Romantoù

  • Henri Queffélec : Le Phare, istor sevel tour-tan ar Gazeg er mervent da Enez-Eusa dre labour « Servij an tourioù-tan hag ar balizennoù » ha karantez ur martolod eus Molenez gant ur plac'h eus Enez-Eusa. Romant embannet gant ar Presses de la Cité e 1975.
  • Henri Queffélec : La Lumière enchaînée, heuliad al levr kent, istor kreñvadur diazezoù an tour-tan. Romant embannet er Presses de la Cité e 1976.

Arnodskridoù

  • Anatole Le Braz : La terre du passé, C. Lévy, Pariz, 1901, chabistr « Parages d'Ouessant », p. 155 betek 160. da vezañ sellet e Gallica.
  • Charles Ribière : « Construction du phare de la Jument d'Ouessant », Pariz : A. Dumas, 1911, 12 p. (arroud : Annales des ponts et chaussées, 1911, vol. II).
  • Louis le Cunff : Feux de mer, André Bonne éditeur, Pariz, 1954, 254 p. ; éd. l'Ancre de marine, Sant-Maloù, 1992, 248 p., (ISBN 2-905970-44-8)
  • Jean-Christophe Fichou, Noël le Hénaff, Xavier Mével : Histoire du balisage et de l'éclairage des côtes de France, Le Chasse-Marée - Armen, 1999.
  • Philip Plisson, Guillaume Plisson ha Daniel Charles : Phares majeurs de l'arc Atlantique, Éditions du Chêne, 2002 (ISBN 2842774035), p. 190-191.
  • Jean-Christophe Fichou, Le phare de la Jument, Les Cahiers de l'Iroise, niv. 212, 2012.

Mareadegoù

  • Annales des ponts et chaussées. Lodenn 1añ. Eñvorennoù ha teuliadoù diwar-benn an arz da sevel hag evit an ijinour, 81vet bloavezh, 9vet rumm, tom I, 1911 - I, Janvier-Février, Paris, « Construction du phare de la Jument d'Ouessant », pajennoù 408 betek 417. da vezañ sellet e Gallica.
  • Le Génie civil n° 1531 d'ar Sadorn 14 a viz Here 1911, rollenn hollek sizhuniek ar greanterezhioù gall hag estrañjour, eizhvet bloavezh ha tregont, tom LIX, n° 24. « Le phare de la Jument d'Ouessant (Finistère) », page 494. da vezañ sellet e Gallica.

Sinema

L'Équipier, gant Philippe Lioret e 2004, a ziskouez buhez an diwallerien tourioù-tan, hini ar Gazeg amañ. Emañ Grégori Derangère ha Philippe Torreton e-touez aktourien ar film.

Damwelout a reer ivez ur foto brudet eus tour-tan ar Gazeg er barr-amzer e ranndi serjant Colin Sullivan c'hoariet gant Matt Damon e film The Departed gant ar filmaozer Martin Scorsese.

Liammoù diavaez


Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e .

Listed in the following categories:
Post a comment
Tips & Hints
Arrange By:
There are no tips nor hints for Tour-tan ar Gazeg yet. Maybe be you will be the first one to post useful information for fellow travellers? :)
2.7/10
58 people have been here
Map
0.9km from Unnamed Road, 29242 Ouessant, France Get directions

Phare de la Jument on Foursquare

Tour-tan ar Gazeg on Facebook

Hotels nearby

See all hotels See all
Le Chateau de Sable Hotel

starting $150

Relais du Silence Host. Pointe Saint Mathieu

starting $255

Logis Hôtel Vent d'Iroise

starting $96

Résidence Néméa Iroise Armorique

starting $275

Les Voyageurs

starting $87

Résidence Néméa Le Domaine de Bertheaume

starting $231

Recommended sights nearby

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Phare de Nividic

The Phare de Nividic is one of three major lightouses on Ouessant in

Add to wishlist
I've been here
Visited
Tour-tan ar C'hreac'h

Tour-tan ar C'hreac'h zo un tour-tan el lec’h anvet « ar C'

Add to wishlist
I've been here
Visited
Kastell Perzell

Kastell Perzell a reer e brezhoneg eus ur c’hreñvlec’h a zo en aod

Add to wishlist
I've been here
Visited
Pont an Harteloire

Pont an Harteloire (Pont de l’Harteloire e galleg) zo ur pont e B

Add to wishlist
I've been here
Visited
Tour Tangi

Kreñvlec'h Kilbignon , pe « Tour Tangi » zo savet war un du

Add to wishlist
I've been here
Visited
Pont de Recouvrance

The Pont de Recouvrance is a vertical-lift bridge in Brest, France,

Add to wishlist
I've been here
Visited
Telfero de Brest

Le téléphérique de Brest est un téléphérique urbain entre les deux

Add to wishlist
I've been here
Visited
Kastell Brest

Emañ Kastell Brest er gêr a zo hec'h anv Brest ivez, e departamant P

Similar tourist attractions

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Faro de la Barra

Mnara wa taa wa Barra ni mnara wa taa wa pili kujengwa huko Barra. Wa

Add to wishlist
I've been here
Visited
出雲日御碕燈塔

Add to wishlist
I've been here
Visited
Lighthouse (Φάρος)

Lighthouse (Φάρος) is a tourist attraction, one of the Tour

Add to wishlist
I've been here
Visited
Tour Herkules

Tour Herkules (Torre de Hércules e galizeg) zo un tour, hag un

Add to wishlist
I've been here
Visited
Pigeon Point Lighthouse

Pigeon Point Light Station or Pigeon Point Lighthouse is a lighthouse

See all similar places