Tropaeum Alpium (e latin), pe Trophée des Alpes, pe Trophée d'Auguste e galleg, zo ur monumant roman, eus ar bloaz 7 pe 6 kent JK, e La Túrbia, e kontelezh Nisa gozh betek 1860, hiriv e Bro-C'hall, tostik d'an harzoù gant priñselezh Monaco.
Savet e voe gant an impalaer roman Augustus da lidañ e drec'h war meuriadoù ligur ar vro a gustume lammat war ar veajourien hag ar varc'hadourezh a veze war an hentoù roman. War ur maen eus an tour e lenner anvioù ar meuriadoù-se.
Servijañ a rae an tour-se da verkañ an harzoù etre an div broviñs roman, Italia ha Narbonensis.
Etre an XIIvet ha XVvet kantved e voe implijet an tour evel kreñvlec'h ha savet e voe tier en-dro dezhañ, harp ouzh ar mogerioù anezhaén.
En 1705, brezel etre Gall ha Savoia, e c'hourc'hemennas ar roue gall Loeiz XIV distruj holl greñvlec'hioù ar c'hornad, ha laeret e voe mein ar monumant gant e ijinourien. Lod a servijas d'ober un iliz.
War unan eus mein an tour e oa skrivet anvioù ar meuriadoù, dastumet gant Plinius an Henañ en e Naturalis Historia, :
War talbenn kornôk Tropaeum Alpium, e penn diwezhañ ar via Julia Augusta, eo engravet dedi ar Sened roman en enor d'an Impalaer hag anv 45 pobl peoc'haet (anezho Kelted, Ligured, Veneted, Germaned entre pobloù all) a emastenne a-hed aradennad an Alpoù, adal Mor Adria betek ar Mor Kreizdouar, meneget en urzh an douaroniezh, adal ar reter betek ar c'hornôg.
« IMP · CAESARI DIVI FILIO AVG · PONT · MAX · IMP · XIIII · TR · POT · XVII · S · P · Q · R · QVOD EIVS DVCTV AVSPICIISQVE GENTES ALPINAE OMNES QVAE A MARI SVPERO AD INFERVM PERTINEBANT SVB IMPERIVM P · R · SVNT REDACTAE · GENTES ALPINAE DEVICTAE TRVMPILINI · CAMVNNI · VENOSTES · VENNONETES · ISARCI · BREVNI · GENAVNES · FOCVNATES · VINDELICORVM GENTES QVATTVOR · COSVANETES · RVCINATES · LICATES · CATENATES · AMBISONTES · RVGVSCI · SVANETES · CALVCONES · BRIXENETES · LEPONTI · VBERI · NANTVATES · SEDVNI · VARAGRI · SALASSI · ACITAVONES · MEDVLLI · CENNI · CATVRIGES · BRIGIANI · SOGIONTI · BRODIONTI · NEMALONI · EDENATES · ESVBIANI · VEAMINI · GALLITAE · TRIVLLATI · ECDINI · VERGVNNI · EGVITVRI · NEMATVRI · ORATELLI · NERVSI · VELAVNI · SVETRI »
Troidigezh:
« Da Imperator Caesar Augustus, mab d'an doue (Caesar), beleg meur, imperator dre XIII gwech, dezhañ galloud an dribuned evit ar XVIIvet gwech, Sened ha Pobl Roma (o deus savet ar monumant-se) dre ma'z eo dindan e ren hag e c'halloud eo bet dastumet holl bobloù an Alpoù a en em astenne eus ar Mor Uhelañ betek ar Mor Izelañ. . Pobloù an Alpoù trec'het : Trumpilini, Camunni, Venostes, Vennonetes, Isarci, Breuni, Genaunes, Focunates, peder fobl ar Vendeli, Cosuanetes, Rucinates, Licates, Catenates, Ambisontes, Rugusci, Suanetes, Calucones, Brixenetes, Leponti, Uberi, Nantuates, Seduni, Varagri, Salassi, Acitavones, Medulli, Cenni, Caturiges, Brigiani, Sogionti, Bodionti, Nemaloni, Edenates, Esubiani, Veamini, Gallitae, Triulatti, Ecdini, Vergunni, Eguituri, Nematuri, Oratelli, Nerusi, Velauni, Suetrii. »