right Jeruzalem Yad Vashem en hebraeg Maen-koun Yad Vashem (hebraeg : יָד וַשֵׁם ) eo al lec'h eñvor ofisiel da c'houzañverien ar Shoah pe Holokost krouet er bloavezh 1953 gant al lezenn Yad Vashem votet gant ar Knesset, ar parlamant Israelat.
E kêr Jeruzalem emañ, war tu kornôg Menez Herzl.
Eno ez eus ul listenn anvet Ar Re Reizh dre vroadoù (hebraeg : חסידי אומות העולם , khassidey umot ha-olam, "Ar Re Reizh en holl vroadoù ar bed") . Tro 20.000 den a zo enoret, bev pe aet da Anaon, evel reizh dre vroadoù.
Rummad:Mirdioù an Holokost Rummad:Mirdioù Israel Rummad:Jeruzalem Rummad:Menez Herzl