Pariz

Kêr-benn Bro-C'hall eo Pariz (Paris e galleg, distaget [paʁi]). Departamant ha pennlec'h departamant eo ivez, ha pennlec'h rannvro Enez-Frañs ivez.

...

Savet eo bet war unan eus kammdroennoù ar Saena. Anavezet eo er bed a-bezh en abeg d'he monumantoù bras ha bihan, niverus an holl anezho, ha d'he buhez sevenadurel ivez. Un istor kozh ha skedus a zo ganti hag ur roll armerzhel bras-tre kreñvaet gant he saviad ken eo deuet da vezañ un ahel a-bouez evit ar pellgehenterezh a-dreuz Europa. Ul lec'h brudet evit ar c'hiz hag ar pompad eo ouzhpenn.

Parizianed eo an anv a vez graet eus an annezidi.

Ger-ardamez Pariz, Fluctuat, nec mergitur (O wintañ-diwintañ ned a ket da sankañ) a zo liammet gant un arouez kozh-tre, hini ar vag, ar "Scilicet" e anv, a zo bet ardamez marc'hadourien an dour, mistri ar gêr er Grennamzer.

Santez Jenovefa eo patronez Pariz, abaoe m'he doa graet da Attila, roue an Huned, chom hep tagañ ar gêr, gouez d'ar vojenn.

Hervez an EBSSA e oa 2 206 480 a dud o chom e kêr Pariz e 2015. Dre ma'z eo aet ar boblañs da leuniañ degadoù a gumunioù tro-dro (en XXvet kantved dreist-holl) eo bet termenet tolead kêr Pariz, 12 089 000 a annezidi e 2008 ennañ.

Istor

Orin anv Pariz

Anvet eo bet Pariz diwar anv meuriad galian, ar Parisii. Un nebeud martezeadennoù a zo bet kinniget evit displegañ an anv :

  • Ar wrizienn c'halianek "kwar" a dalvezfe evit mengleuz, rak meur a hini a zo bet kleuziet er rannvro.
  • An doueez egiptat Isis, rak e talvezfe "per Isis" kloz pe templ Isis e egipteg.
  • Par a c'hellfe bezañ ur ger galianek evit lestr hag ul lestr eo ardamez Pariz.
  • Par a c'hellfe ivez bezañ ur ger galianek pario evit kaoter, chaodouron. per en brezhoneg a-vremañ.
  • Hervez ur vojenn anavezet mat e Breizh e vije liammet Pariz gant Kêr-Is ha Pariz ur ger par da hini Is.

Ragistor

An ostilhoù koshañ evit kleuziañ bet kavet war ribl ar Saena a zo bet deiziataet 40 000 bloaz. War takad Bercy eo bet kavet roudoù ur gêriadenn, savet war-dro 4000 war vrec'h sec'h ar Saena. Lakaet eo bet war-wel pirogennoù, priajoù, gwaregoù gant o biroù, ostilhoù graet e korn koulz hag e maen

Henamzer

N'eus kazi keloù ebet eus ar prantad etre ar ragistor ha mare ar galianed-romaned. M'eo bet graet ul liamm etre ar Parisii, ur meuriad galian, hag ar gêr a vo anvet Pariz, ne anavezer ket pelec'h ha pegoulz o deus savet ar "Parisii" o c'hêr-benn. Gwelet eo bet "Lutetia", ar gêr seizet gant Labienus, letanant Kezar e - 52 (troet e vez "Lutetia" da "Lutèce "e galleg). N'eus roud ebet eus ar gêr galian-se. Klasket e 'z eus bet e inizi ar Sen, enez ar Geoded, enez Saint-Loeiz pe war un enezenn a zo bet e genou ar stêr Bièvres. Nevez'zo eo bet kinniget ma vije bet ar gêriadenn e plas hini kavet e Nanterre tost d'ar Menez-Valerian. Ne oa ket Lutetia kêr-benn Galia, met Lugdunum (Lyon) eo bet hini ar C'halianed.

Ne oa ket kustum d'ar Romaned sevel o geodedoù e plas ar gêrioù galian ha setu perak ez eus bet ur gêr roman savet er c'hantved kentañ war ar riblenn gleiz war dinaou ar Menez Sant-Jenovefa. Ar c'hibelldioù a zo bet kavet war ar boulouard Sant-Jermen, an arena e-kichen ar straed Monge, ar c'hoariva e-kichen Skol ar vezegiezh hag ar vered e plas abati Port-Royal kozh. An ahel Norzh-Su (ar "cardo"") a oa ar straed Sant-Jakez troch'et gant an ahel Kornôg-Reter war-dro an niverennoù 172-174. Ar forom a oa e Norzh ar c'hroazhent betek ar straed Cujas. Kavet eo bet ur villa hag pevar di etre ar straed Sant-Jakez hag ar straed Gay-Lussac e 2006.

Krennamzer

Anv ez eus eus Pariz e fin ar IVe kantved hag e 508 e teu Hlodvig, roue ar Franked da staliañ e gêr-benn. Meneget eo iliz Sant-Jervaz er 4e kantved (war ar riblenn zehoù a-dreñv d'an Ti-kêr a-vremañ). En IXvet kantved ez eus anv eus ar mogerioù savet evit gwareziñ parrezioù Sant-Jervaz ha Sant-Jermen-Auxerre. Koulskoude e tismanstras an Normaned an holl savadurioù war ar riblenn gleiz. Pa savas ar Gapeted war an tron e 987 e oant perc'henn war div gêr a-bouez, Pariz hag Orleañs. O zad-ioù, Euzen Iañ, en doa klasket difenn Pariz diouzh an Normaned.

War ar riblenn zehoù e kaver kêriadennoù bihan savet en XIvet kantved : Sant-Marzhin-ar Maezioù, Sant-Jermen-Auxerre, Sant-Jervaz. Dibab a reas Loeiz VI, roue Bro-C'hall (e 1108) evel sez pennañ e veli ha chom a reas eno muioc'h Fulup II (1190-1220). Er mare-se e voe adsavet karterioù ar riblenn gleiz hag e savas Fulup II ur c'hlozadur mogerioù evit peder rannger war ar riblenn zehoù: ar C'hastellig (Châtelet), ar C'hoc'hu, ar Grev ha Sant-Jermen-Auxerre hag ar ranngerioù etre Menez Sant-Jenovefa ha straed ar Saena. Er XIVvet kantved e savas Charlez V (1371-1380) ur c'hlozadur ledanoc'h war ar riblenn zehoù ha betek Port-Royal war ar riblenn gleiz.

Er Grennamzer e teu da vezañ Pariz ur gêr ma'z eus kalz artizaned, micherourien, marc'hadourien enni hag ivez studierien. Broudet eo an diorroadur gant ezhommoù al lez ha re an Iliz. Temz-spered ar re vihan koulz hag hini ar vourc'hizien a lak anezho da abegiñ. Renet e vez dizurzhioù bras gant ar studierien ivez.
E 1358 e tarzhas ar c'hentañ devezh reveulzi a zo bet e Pariz : dre ma ne c'helle ket rediañ an Daofin (a vo Charlez V) da zoujañ ouzh e venozhioù e vroudas Étienne Marcel ur reveulzi evit kemer kontrol ar palez roueel (daou guzulier an Daofin a voe muntret) hag ar gêr. Hemañ, penn ar vourc'hizien, en doa kendrec'het ar bobl e veze gouarnet fall ar rouantelezh. Trec'het e oe gant al lu roueel pelloc'h. E 1382 e c'hoarvez emsavadeg ar "Maillotins" (kas a raent melloù ganto) pa nac'he pobl vihan Parize vije paeet un dell nevez.
E 1413, Simon Caboche, penn an tuad bourgognat, a renas ur reveulzi vras gant meur a lazhadeg tuidi an Armagnac e-doug ar Brezel Kant Vloaz. Seizet e oe kreñvlec'h ar Bastille, met trec'het e oe ar g"Cabochidi" gant tuad Armagnac e 1414.

Eus Herri IV betek Monarkiezh Gouere

Dindan Herri IV e oe savet savadurioù bras gant ur raktres savouriezh (Plasenn ar Roue, Plasenn ar Vosges hiziv). E warlec'hiad Loeiz XIII a astennas klozadur ar riblenn zehou betek ar "boulouardoù" (ar re-se digoret goude m'eo bet dismantret ar mogerioù nevez gant Loeiz XIV)(1643-1715). En XVIIIvet kantved e voe savet ur c'hlozadur evit kontrolliñ an telloù-kêr diwar intrudu ar Feurmerien jeneral. Enklozet e oa an unneg arrondisamant kentañ, met ne goloe ket an tolpad-kêr nemet ar c'hwec'h kentañ.

E 1648 e krogas ur prantad trubuillhoù e Bro-C'hall pa veze Anna a Aostria ha Mazarini, he c'hentañ ministr, o verañ ar rouantelezh en anv Loeiz XIV, hag eñ ur bugel. Anvet eo bet ar seurt emsavadeg padus-se, ar "Fronde" (fronder = abegiñ). Krogañ a reas un emsavadeg dibar e Pariz, devez ar bardelloù d'an 26 a viz Eost 1648 diwar abeg harzherezh tri guzulier-parlamant. Evit gwir ez eus bet meur a zevezh ar bardelloù e Pariz (1588, 1648, 1830, 1832, 1848, 1851, 1871, 1944). E 1652 e klaskas ar priñs a Gondé kemer Pariz gant harp ar Spagnoled. Harzet gant ar Barizianed dindan urzhioù Turenne ez eas Condé da benn mont tre gant harp dugez a Vontpensier a lakaas kanolioù ar Bastille tennañ war lu ar Roue.

Ne blije ket Paris da Loeiz XIV en devoa miret en e soñj devezh ar bardelloù pa voe rediet e vamm, ar Rouanez hag e vugale, da guitaat Palez al Louvre da vont da glask repu da gastell Sant-Jermen, pemp lev pelloc'h. Bihan e oa deuet palez al Louvre pa glaske ar roue bodañ an noblañs en-dro dezhañ. E 1685 e kuitaas Pariz al lez evit en em staliañ e Versailhez. Koll a reas Pariz darn eus e boblañs aet tostoc'h da greiz ar galloud.

Emsavadeg an ebenourien e penn ar straed Sant-Anton e-kichen kastell ar Bastille a zo bet ar darvoud a roas lañs d'an Dispac'h gall d'an 14vet a viz Gouere 1789. Ar vicherourien, kounnaret gant diviz ar Roue gervel rejimantoù evit evezhiañ ar gêr a lakaas ar sez dirak ar Bastille e-lec'h ma veze kaset tud hep bezañ barnet, met ne chome nemet pemp prizoniad ennañ. E-pad ur c'hantved e oe Fabourz Sant-Anton ul lec'h birvilh politikel dre ma veze meur a stalioù-labour eno. Betek 1794, bodad ar Gumun staliet en ti-kêr hag harpet gant kevrennoù ar "Sans-Culottes" a vroudas ar renad nevez mont pelloc'h-pellañ war an tu kleiz.

Dizfiz a vage Napoléon Bonaparte ouzh "Pariz hag he zudachoù" ("populace") hag en deus soñjet staliañ ar gêr-benn e Lyon, met lakaat a reas da sevel monumantoù bras (Bolz-enor ar Steredenn, Bolz-enor ar C'harigellerezh, Trepas meur Norzh al Louvre) a lakas da greskiñ brud ar gêr e Europa.

Er bloavezhioù 1830 e vez leuniet ar spas a chome betek mogerioù ar Feurmerien jeneral a oa harz melestradurel ar gêr. E 1840 e tivizas ar gouarnamant renet gant Adolphe Thiers sevel ur voger-tro nevez c'hwec'h kilometr pelloc'h c'hoazh er maezhioù.

Pariz modern

E-doug an XIXvet kantved e voe savet aveadurioù brasoc'h ha modernoc'h (koc'huioù, lazhtioù, kanioù-skarzh, degas dour-evañ). E-pad an Eil Impalaeriezh (1852-1870) e voe anvet gant Napoleon III ar baron Haussmann da brefed Pariz. Hemañ a renas steuñvioù modernaat divent. Dismantret e voe karterioù kozh evit krouiñ straedoù ledanoc'h. War bep bali vras e voe staliet kazarnioù evit bezañ prest da derriñ kement emsavadeg pobl. E savadurioù nevez mod ar vourc'hizien ne voe ket mui posupl da gavout tud a renkadoù disheñvel o chom asambles.Gant kresk prizioù al lojeiz e voe rediet an dud vunut da vont e karterioù ar Reter hag ar Su pa'z ae ar vourc'hizien da chom e kartieroù ar C'hornôg, darn anezho nevez-flamm. Krouet e voe liorzhoù publik bras (Buttes-Chaumont, Parc Monceau, Bois de Boulogne et de Vincennes).
E 1860 e voe bodet gant ar gêr-benn ar c'humunioù a-raok ar mogerioù savet e 1840 (Auteuil, les Batignoles, Belleville, Bercy, Charonne, Grenelle, Ménilmontant, Passy, Vaugirard)

Saotradur

Ken fall eo an aer e Pariz ma voe divizet aozañ un devezh e Meurzh 2014 o tifenn ouzh ur rumm gweturioù zo ruilhad un devezh-pad. Dre vurzhud e vije bet gwellaet dinoazded an aer abaoe.

Brezhoneg

  • Ur skol Diwan a voe etre 2004 ha 2015.
Listed in the following categories:
Post a comment
Tips & Hints
Arrange By:
Matthew M.
14 June 2016
Ironically, the "American" breakfast was pretty good - eggs sunny side up, bacon, and toast with butter or jam.
Ece B
6 February 2012
You should try omlette with potatoes and cheese.
Roberta H.
13 August 2011
Decent salads. Generous cheese plate.
Aurora
8 May 2019
French breakfast 11 EUR. Good bread and croissant.
Beau Conaway
27 March 2015
Omelettes were delicious and a nice size. Service was good. Location is excellent.
David Vanlommel
3 January 2018
Typische Frans Tja het is moeilijk kiezen met al die eettentjes hier. Het was geen foute keuze maar ook geen wauw gevoel. De bediening is correct. Een zaakje zoals er velen zijn.
Load more comments
foursquare.com
6.2/10
4,828 people have been here
Mon-Sat 6:00 AM–2:00 AM
Sun 7:30 AM–2:00 AM
26A Rue des Bernardins, 75005 Paris, France

Le Lutèce on Foursquare

Pariz on Facebook

Other languages
Bahsa Acèh Afrikaans Alemannisch አማርኛ Aragonés Englisc العربية ܐܪܡܝܐ المصرية AST AV AY Azərbaycan BA BAR BCL Беларуская Български BH BI BM বাংলা BO BR bosanski BXR Català нохчийн Bisayâ CH CKB Corsu CRH Čeština CSB CU чӑваш Cymraeg Dansk Deutsch DIQ DSB EE ελληνικά EML English Esperanto Español Eesti Euskara EXT پارسی Suomi FO Français FRP FUR FY Gaeilge GAN GD Galego GLK GN GOT ગુજરાતી GV Harshen HAK HAW עברית हिन्दी HIF Hrvatski HSB Kreyòl Ayisyen Magyar հայերէն IA Indonesia IE ILO IO Íslenska Italiano 日本語 JBO ꦧꦱꦗꦮ ქართული ენა KAA KAB KG қазақ KL ភាសាខ្មែរ ಕನ್ನಡ 한국어 Kurdî KV KW Кыргызча Latine LAD Lëtzebuergesch LG LI LIJ LMO LN ພາສາລາວ Lietuvių Latviešu македонски Māori Македонски മലയാളം Монгол मराठी MRJ Melayu Malti ဗမာစာ MYV MZN NA NAH NAP NDS नेपाली Nederlands Nynorsk Norsk (Bokmål) NOV NRM Chichewa OC OM OR OS ਪੰਜਾਬੀ PAM PAP PDC PIH Polski PMS PNB PNT پښتو Português QU RM RMY Română Русский RUE RW SAH SC SCN SCO سنڌي‎ SE SH සිංහල Simple English Slovenčina Slovenski Sāmoa chiShona Soomaaliga Shqip Српски SRN STQ Basa Sunda Svenska Kiswahili SZL தமிழ் తెలుగు TET тоҷикӣ ไทย Түркмен Tagalog TPI Türkçe татар Reo Tahiti UDM Uyƣurqə Українська اردو Ўзбек VEC Tiếng Việt VLS Volapük walon WAR Wollof WUU ייִדיש Yorùbá ZEA 中文 Zulu Google Translate

Hotels near Pariz

See all hotels See all
Magnificent Studio Heart of Paris

starting $87

Melia Paris Notre-Dame

starting $678

Hotel Les Rives de Notre Dame

starting $606

Hotel Le Notre Dame

starting $299

Hotel Henri IV Rive Gauche

starting $249

Hotel Esmeralda

starting $99

Things to do near Pariz

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Musée de l'Assistance Publique - Hôpitaux de Paris

The Musée de l'Assistance Publique - Hôpitaux de Paris is a museum d

Add to wishlist
I've been here
Visited
Pont de lArchevêché

Pont de lArchevêché is a tourist attraction, one of the Bridges in P

Add to wishlist
I've been here
Visited
Mémorial de la Déportation

The Mémorial de la Déportation is a memorial to the 200,000 people d

Add to wishlist
I've been here
Visited
若望二十三世广场

若望二十三世广场(Square Jean-XXIII)是法国巴黎的

Add to wishlist
I've been here
Visited
Iliz-veur Notre-Dame

Iliz-veur Notre-Dame (galleg: Cathédrale Notre-Dame de Paris), anvet

Add to wishlist
I've been here
Visited
Petit Pont

The Petit Pont (Little Bridge) is a bridge crossing the River Seine in

Add to wishlist
I've been here
Visited
Arab World Institute

The Institut du Monde Arabe (IMA) or Arab World Institute (AWI), in

Add to wishlist
I've been here
Visited
Musée de Cluny

The Musée de Cluny, officially known as Musée National du Moyen Âge (N

Similar tourist attractions

See all See all
Add to wishlist
I've been here
Visited
Nara Prefecture

is a prefecture in the Kinki region on Honshū Island, Japan. The

Add to wishlist
I've been here
Visited
Alexandria (Virginia)

Alexandria zo ur gêr e biz stad Virginia e Stadoù-Unanet Amerika. 1

Add to wishlist
I've been here
Visited
Хоста

Хо́ста (абх. Кабанья река) — микрорайон в Хостинск

Add to wishlist
I've been here
Visited
Royal Australian Mint

The Royal Australian Mint is situated in the Australian federal

Add to wishlist
I've been here
Visited
Cinque Terre

Ar Cinque Terre (en ligureg : Çinque Taere), zo pemp kêriadenn e

See all similar places